daskor - facebook  daskor - css

Daskor

an Diwezhañ ha kaerañ tra a weler

Genre
Théâtre
Langue
Breton
Source
Brest, Emglev Sant Illtud, 1923
Remarques
Nous avons adapté le texte du breton vannetais au breton KLT.
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

Gwelet a reer Santez Anna evel ma’z eo livet en daolenn vras a zo a-zioc’h an ogroù en Iliz. Bugale, merc’hed ha paotred yaouank, tud e-kreiz o oad, re gozh, re vac’hagnet, re glañv… a zeu, bep eil, da ginnig o donezonoù dezhi pe da c’houlenn sikour diganti, en ur ganañ.

AN HOLL

        Itron Santez Anna
    Ni ho kemer da batronez
Deoc’h eo ar Vretoned ha Breizh a zo ho tra
    C’hwi eo hor rouanez
        Itron Santez Anna.

AR VUGALE

    Santez Anna, mamm-gozh Jezuz,
    Ar vugale a Vreizh-Izel
    Eus o c’halon karantezus
    A ginnig deoc’h ar bleuñv santel.

AN HOLL

Itron Santez Anna, pedit, pedit ‘vidomp.

AR MERC’HED YAOUANK

    Setu, o mamm, ar bokedoù
    A varell an douar ken brav.
    Grit ma vimp en tiegezhioù
    Bokedoù kaer ha glan ‘veldo.

AN HOLL

Itron Santez Anna, pedit, pedit ‘vidomp.

AR BAOTRED YAOUANK

Grit ma vimp-ni tud sonn ha kreñv
Da zifenn hor bro hag hor feiz.

AR BAOTRED KOSHOC’H

Da c’hortoz hor c’hador en neñv
‘Vit pep gwir ni ‘stourmo e Breizh.

AN HOLL

Itron Santez Anna, pedit, pedit ‘vidomp.

AR RE GOR

    War ar re glañv ha mac’hagnet
    War ar re gozh ken tost d’ar bez
    O Santez Anna, ni ho ped,
    Plijit ganeoc’h teurel evezh.

AN HOLL

Itron Santez Anna, pedit, pedit ‘vidomp.

Ar gouel a gouezh evit mat.