daskor - facebook  daskor - css

Daskor

En ur gambr eus a vanati Keranna d’an 13 a viz mae 1645. Gwelet a reer Nikolazig astennet war ur gwele ha menec’h o vont hag o tont hag o pediñ en-dro dezhañ.

NIKOLAZIG, AN TADOÙ YOUENN, PRIOL, KOLOMBAN, DENEZ, BASTIAN, RENE, AN AOTROU KERIOLET, MAB NIKOLAZIG, MENEC’H

AN TAD KOLOMBAN
Tostaat a ra, me ’gred, ar momed diwezhañ.

AN TAD YOUENN
Aotroù Keriolet, tostait ’ta c’hoazh outañ.

AN TAD KOLOMBAN
Abaoe ma’z eo bet nouet, ne gredan ket
En defe lavaret ur ger.

AN TAD DENEZ
                                          Sklêr e weled
Abaoe dec’h da noz ne’z afe ket a-bell
Ken.

AN TAD BASTIAN
          Hiziv e varvo, hep mar, an den santel.

KERIOLET
Vennet em eus gwelet ur wech c’hoazh an hini
A dennas va ene eus ar fank hag ar pri.
Setu eñ astennet dirazon ; galvet eo
Eurus ar re a varv ’veltañ e peoc’h Doue !

AN TAD KOLOMBAN, o tostaat ur c’houlaouenn ouzh genoù an hini klañv
A-wech ma weler mui ar gouloù o fiñval.

AN TAD DENEZ
Sellit emañ dija liv ar c’hoar war e dal.

AN TAD YOUENN
Koulz eo deomp lavaret ar pedennoù a vez
Graet ’vit ar re a varv pa vez barr o buhez.

AN TAD RENE, erruet goude ar re all

    O Doue leun a vadelezh,
    Ni ho ped holl da gaout truez
    Ouzh ho servijer en anken
    A zo amañ war-nes tremen
    Merkit dezhañ ho karantez,
    O Doue leun a vadelezh.

AN HOLL
    Evel-se bezet graet.

AN TAD RENE

    Eus a bec’hedoù e vuhez
    Ha mankoù e simpladurezh.

AR RE ALL

    Disammit eñ, o va Doue.

    ***

    Eus ar skrij a-raok ho kounnar
    A wask pep den war an douar
    Disammit eñ, o va Doue.

    ***

    Eus an aon da vezañ stlapet
    Dindan galloud an Drouk-Spered
    Disammit eñ, o va Doue.

    ***

    Dre ar c’hraou disasun ha yen
    Oc’h ganet ennañ, Mab an den,
    Disammit eñ, o va Doue.

    ***

    Dre an tachoù o deus staget
    Ouzh ar groaz ho korf benniget,
    Disammit eñ, o va Doue.

    ***

    Dre ar gwin trenk ho peus tañvet
    Kinniget deoc’h ouzh ho sec’hed,
    Disammit eñ, o va Doue.

    ***

    Dre ar bez en deus miret
    E-pad tri deiz ho korf skornet,
    Disammit eñ, O va Doue.

AN TAD RENE
Ra vezo ’n Drinded, war dreuzioù ’r baradoz
Hag Anna gant he merc’h laouen ouzh ho kortoz.

AR RE ALL
    Evel-se bezet graet.

    ***

Sikourit ho pugel ; tad leun a vadelezh,
Ha digorit dezhañ dor ho rouantelezh,
Pellait anezhañ diouzh ar boan diremed
A ziwask, en ifern, an eneoù daonet.

    Evel-se bezet graet.

    ***

Evel m’ho peus miret Elias hag Enok
Diouzh an ankoù a lazh kement hini a stok
Hag a deuio a-benn da ziskar an dud holl,
Diwallit ne’z afe an ene-mañ da goll.

    Evel-se bezet graet.

    ***

Eus reuzioù ar bed-mañ, tennit eñ, va Doue,
Evel eus an dour-beuz ho peus tennet Noe,
’Vel Abraham chomet dibec’h ’mesk ur bobl fall
Hag ho servijer Job ’zo bet ken gwasket all.

    Evel-se bezet graet.

    ***

’Vel Izaak a oa savet war an aoter
E dad war-nes e skeiñ evel un oan tener,
’Vel Loth hag a dec’has eus Sodom pulluc’het,
Hep an disterañ droug, hep bezañ milliget.

    Evel-se bezet graet.

    ***

’Vel an tri bugel kaezh a voe un deiz stlapet
Gant roue Babylon e-kreiz un forn c’horet,
Ha n’o devoe enni droug ebet diouzh ar glaou,
’Vel Suzanna, ar wreg a damallet e gaou.

    Evel-se bezet graet.

    ***

’Vel Moiz hag e dud, a-dre daouarn Pharaon
Ha Daniel ar profed, a-dre skilfoù al leon,
’Vel David diouzh kounnar Saül ha Goliad,
’Vel Per ha Paol, un deiz, eus o ervioù leun ’c’hwad.

    Evel-se bezet graet.

    ***

’Vel ar Werc’hez Thekla ho peus bet diframmet
Eus a deir boan euzhus, hep bezañ bet gaouet,
Teurvezit kemeret, Aotroù, an ene-mañ,
Ha krennañ hep dale poanioù e dremenvan.
    
    Evel-se bezet graet.

    ***

Krist, tennit diganeomp ho servijer Ivon,
Lakait eñ, en ho lez, ha tostik d’ho tron.

    Evel-se bezet graet.

HOLL AR VENEC’H, a gan
In manus tuas, Domine – commendo spiritum meum
Redemisti nos Domino – Deus veritatis
    Gloria Patri — In manus tuas.
Salva nos, Domine, vigilantes, custodi nos dormientes ;
Ut vigilemus cum Christo, et requiescamus in pace.

AN TAD KOLOMBAN d’an Tad Youenn
Va Doue ! Sellit ’ta.

AN TAD YOUENN
                                   Petra ?

AN TAD KOLOMBAN
                                                 Savet eo bet
Gantañ e zaoulagad d’an nec’h.

AN TAD BASTIAN
                                                         Ya ! Ha fiñvet
En deus e vuzelloù.

AN TAD KOLOMBAN
                                   Gwellaet eo ’vit doare.

KERIOLET
Eurus an ene glan rak eñ a wel Doue.

NIKOLAZIG
Va Mestrez vat ! Va Mestrez vat ! O pegen brav
’Oc’h-c’hwi !

AR VENEC’H
                       Emañ o tont d’e ziambroug, sur eo.

KERIOLET
Pebezh marv laouen.

AN TAD KOLOMBAN d’an Tad Youenn
                                      Komzit outañ, va Zad.

AN TAD YOUENN
Petra a welit ’ta, Ivon ?

NIKOLAZIG
                                          Va Mestrez vat
Hag ar Werc’hez, ya, ar Werc’hez ganti…

AN TAD YOUENN d’an Tad Rene
                                                                           Kerzhit
D’he c’hlask, mar plij ganeoc’h, d’ar chapel, hastit.

NIKOLAZIG
Va Mestrez vat, deut ’oc’h davedon. O mamm gaer,
Ezhomm em boa, en emgann-mañ, eus ar sklêrder
A daolit war an hent teñval a heulian,
Eus an nerzh a roit din em eur diwezhañ,
Deut ’oc’h da’m diambroug hag ho merc’h a welan
Ivez ganeoc’h, deut da’m harpañ, em zremenvan.
Penaos ’tiskouezin deoc’h va anaoudegezh vat ?

Eñ a seblant selaou ur pennadig un all o komz.

Ar pezh am eus-me graet ?… Nann, netra, va Mestrez vat,
C’hwi eo, ya, c’hwi hepken, ho peus graet an traoù-mañ.
Ar burzhud, ar chapel, me ne m’eus graet netra.
Me, nann, netra en holl hepdoc’h nemet diskouez
Va fenn fall marteze ha va leziregezh.
Pardonit din… Mont a rit kuit ? Ya, kenavo
Deoc’h ho tiv, er bed all – met pegoulz ? –

Goude ur pennadig

                                                                               M’ho kwelo
Adarre… Sur, o va Doue, va selaouit,
Santez Anna, va Mestrez vat, va sikourit !

AN TAD YOUENN
Ho Mestrez vat, Ivon, he deus ho kennerzhet.

NIKOLAZIG
Ya, Tad.

AN TAD YOUENN
                Setu amañ, sellit, ar Mab karet
Ho peus gedet keit all hag en deus goulennet
Ho Mestrez vat evidoc’h, digant Doue. Skoliet
E vezo ganeomp-ni hag un deiz a deuio
E vezo beleget.

NIKOLAZIG
                            Va Mab ! Ya ! Ra vezo
Beleget ! Ra vezo beleg ! Ne c’hellan ket
C’hoantaat ’vitañ, c’hoantaat ’vidon, enor ebet
Brasoc’h war an douar. Ra vo beleg eta,
Beleg Doue ha servijer Santez Anna.

E VAB
Va bennigit, va zad.

AN TAD YOUENN
                                     Bennigit anezhañ.

NIKOLAZIG, en ur sevel e zorn dehoù
Bennozh, en anv ’n Tad, ar Mab, ar Spered Glan,
Warnout.

An Tad Rene a zegouezh er gambr gant skeudenn Santez Anna etre e zaouarn ; ur breur hen ambroug gant ur piled entanet.

AN TAD YOUENN, dezhañ
                Tostait.

Da Nikolazig

                             Setu he skeudenn venniget
Dirazoc’h.

NIKOLAZIG
                    Tostait-hi ma c’hellin he gwelet
Ur wech c’hoazh a-raok mont eus ar bed-mañ.

AN TAD YOUENN
                                                                                       C’hwi ’dou
Dirazomp holl a-raok mont dirak an Aotroù
Doue, evit bezañ barnet, ho peus kavet,
Dre vurzhud, ar skeudenn-mañ a oa douaret
Er Bosennoù ?

NIKOLAZIG
                            M’hen tou.

AN TAD YOUENN
                                                 Ha ne’z eus ket na gaou,
Na tromplerezh ebet eus ho perzh ?

NIKOLAZIG
                                                                  Ya ! M’hen tou.

AN TAD YOUENN
Ha c’hwi ho peus hiziv ’vel m’ho peus bet dalc’hmat
Fiziañs en hor mamm Santez Anna ?

NIKOLAZIG
                                                                     Ya, Tad.

AN TAD YOUENN
Ivon Nikolazig, kontant ’oc’h da vervel
Eta, mard oc’h galvet, gant he skeudenn santel
Dirazoc’h ?

NIKOLAZIG
                      Ya ! Eürus… eürusoc’h ’get biskoazh.

AN TAD YOUENN
D’ar skeudenn santel pokit ’ta ur wech c’hoazh
Rak deut eo evidoc’h an devezh kaer da vont
Da glask gopr ho puhez…

NIKOLAZIG
                                                Ha ! Tad… m’he gwel c’hoazh o tont.

Kerzhit ene kristen, nijit eus ar bed-mañ
Dienkrez war bep tra, war-zu bro an ehan,
En anv Doue ’n Tad ’n hini ’n deus ho krouet,
En anv Doue ’r Mab ’n hini deus ho prenet,
En anv ’r Spered Glan, Doue ar Santelezh,
En anv Mamm Doue, en anv an aelez,
En anv ’n Ebestel hag an Avielerien,
En anv ’r Veleien hag an holl Verzherien,
En anv ’r Venec’h hag an holl Gwerc’hezed,
En anv an holl Sent hag an holl Sentezed,
O, ene kristen, kerzhit laouen d’ar Baradoz.
Ho kurunenn eno a zo ouzh ho kortoz.

E-pad ma lavarer ar c’homzoù-se, Nikolazig a varv harpet war brec’h an Tad Rene, e gofesaour.

AN HOLL VENEC’H, a gan
Subvenite, sancti Dei, occurite, Angeli Domini ; suscipientes animam ejus, offerentes eam in conspectu Altissimi.

Diwezh an diwezhañ arvest