daskor - facebook  daskor - css

Daskor

A-raok ma sav ar gouel

 AR C’HOMZER, a lavar

    Neuze holl ar bobl daoulinet
    Dirak ar skeudenn venniget
    A lavaras : « Ra vo meulet,

    Ra vo meulet Santez Anna !
    Ra vo meulet, Alleluia !
    Rak santel eo an tachad-mañ ! »

    Savet o deus er Bosennoù
    Un aoter gaer hag ar gouloù
    A splann e-kreiz ar bokedoù.

    Splannaat a reont ’vel ar stered
    A splann en noz en deñvalded.
    Ho ! Na kaer ’oc’h-c’hwi da welet !

    O taol santel, aoter sakret,
    O deus savet ar Vretoned
    ’Vit enoriñ o mamm garet.

    Tostait eta, deut a-vandenn !
    Ar c’hloc’h a son, plegit ho penn,
    Setu ar gentañ oferenn.

Ar gouel a sav : gwelet a reer person Plunered o lavaret an oferenn kentañ er Bosennoù.

AR GANERIEN, menec’h eus a Alre

Gaudeamus omnes in Domino diem festum celebrantes, sub honore Beatæ Annæ, de cujus solemnitate gaudent Angeli et collaudant Filium Dei.