AN HEVELEP RE, AR PERSON, ARDEVEN

AR PERSON
Setu me, setu me, va zud vat, ne rin ket
Mui va fenn fall.

En un astenn e zorn dezhañ

                               Aotroù Koatmenez.

KOATMENEZ
                                                                    Daoulinet
Dirak skeudenn Santez Anna, ’vit birviken,
’N em roet on dezhi, n’n em gemerin ket ken.

AR PERSON
Gouezet am eus, Aotroù… war al lann vras du-hont,
Ul luc’hedenn, un taol kurun, an tan, ar spont.
Na pegen mat eo bet ’velkent Santez Anna
En ho keñver, e va c’heñver ; morse netra,
Nag hini ne c’hello hen embann kreñv a-walc’h.
Gwelloc’h eo bet mil gwech ’vit ne’z omp-ni bet fall.
Tostait ’ta va zud vat, deut holl, rak me ’garfe
Lâret d’ar bed a-bezh.

BLOENNEG
                                         Tostait, ur sarmon eo.

AR PERSON
Ya ! Ya ! Lavaret mat a c’hellit, ur sarmon,
Ur sarmon verr, sarmon diwezhañ ho person,
An hini ’rin bepred, bepred hiziviken :
Santez Anna a zo ken mat ha ma’z eo kreñv.
Dre ma’z oan aheurtet he dorn ’neus va skoet.

O tiskouez Koatmenez ha Mark Ardeven

Hor skoet ni hon tri ha goude hor pareet.
Ha setu ni dirak he skeudenn venniget,
An tri he deus Santez Anna konvertiset.
Oh ! Ra vo he anv e pep lec’h embannet !

AR BOBL
Ra vo meulet ! – Da virviken ! – Ra vo meulet !

AR PERSON
Nikolazig, savomp dezhi ur chapel gaer
’Vit digas soñj d’ar re a vevo war hor lerc’h
Eus ar burzhudoù bras he deus ho Mestrez vat
Graet en hor mesk, d’hon dihunañ ha d’hor c’hreñvaat.
Greomp-hi kaer, da ziskouez dezhi hor c’harantez.
Greomp-hi digor ha frank ma c’hello en he lez
Bodañ he zud ken stank un deiz hag ar stered
A splann dreistomp en noz, en oabl digoc’hennet.
Greomp-hi padus gant mein galet hon douar-ni.

AR ROUZ
Ni a gaso ar vein.

BLOENNEG
                                Ar c’hoad, an dour.

LEZULIT
                                                                    Ar pri.

ARDEVEN
Aotroù Person, me ’ray-me ar charre kentañ.

AR PERSON
Greomp-hi uhel ma vo e Breizh an uhelañ,
Gant skeudenn alaouret hor rouanez warni
’Vit ma c’hello, er vro a-bezh, kement hini
En deus glac’har sevel e bedenn betek-hi.

KOATMENEZ
Roet em eus va danvez ’vit atav dezhi.

NIKOLAZIG, e zaoulagad er vann
Re vat ’oc’h, re vat ’oc’h evit ur pec’her paour
’Veldon, va Mestrez vat !

LEZULIT
                                             Kontant ’omp da sikour
Dastum ar pezh ’zo ret ’vit ober ar chapel.
Met an arc’hant a vo ret kaout ’vit he sevel ?

AR PERSON
Pegement ho peus-c’hwi ?

LEZULIT
                                                 Pas kalz a dra, kant skoed.

AR PERSON
An dubeed n’o deus biskoazh diouer a voued.
Ho pet fiziañs, deomp-ni ivez ne vanko ket,
Nag an danvez, nag an arc’hant a vezo ret
Deomp a-raok, an Aotroù ’n Eskob en deus skrivet
Din dec’h, da lavaret deoc’h ne zaleje ket
Da zont amañ, da vennigañ ar maen kentañ.

AR ROUZ
Brav ! Eus an nec’h d’an traoñ an holl a bleg eta.

AR PELIKARD
Me ’lavare atav : « Ma ’mañ Santez Anna
A-du ganeomp, arabat kaout aon rak netra ! »

Diwezh ar pevare arvest