AN HEVELEP TUD, AN AOTROU KOATMENEZ ha goude AR PERSON, MARK ARDEVEN, GOULC’HEN

LEZULIT e benn-bazh en e zorn
C’hwi, Aotroù Koatmenez, pellait.

KOATMENEZ
                                                              Mar plij ganeoc’h.

AR ROUZ hag ar re all
Ne dostait ket.

LEZULIT
                            N’eus ket a blas amañ ’vidoc’h.

KOATMENEZ
Petra ? N’eus ket a blas d’an hini ’deu amañ,
En ho mesk, da drugarekaat Santez Anna ?

AR ROUZ
Da drugarekaat ?

AR RE ALL
                                C’hwi ?

KOATMENEZ
                                              Ya ! Me.

LEZULIT
                                                              Goap a rit, me ’gred.

KOATMENEZ
Goap a ran ? Ya, gwechall… Ra vezo milliget
Hiziv da virviken va buhez tremenet.

Troet war-zu ar skeudenn

Ha c’hwi ra vo da viken hoc’h anv meulet
C’hwi ken kreñv ha ’v’lato ken mat ’vit ar re fall.

Eñ en em daol war e zaoulin hag a bed.

LEZULIT
Petra ’c’hoarvez gantañ ?

AR ROUZ
                                              Ha ! Me ’ouie a-walc’h
N’em eus ket lâret deoc’h penaos e vije bet
Ret d’an holl plegañ, zoken d’ar re aheurtet
’Vel hennezh !

GOULC’HEN, a zegouezh gant Nikolazig hag a lavar dezhañ
                           Souezhus eo, ma n’ho peus ket klevet
Kement a drouz ’vel m’en deus graet p’en deus tarzhet.

AR ROUZ
Petra ?

GOULC’HEN
               Ar gurun ’ta !

AR ROUZ ha LEZULIT
                                        Ar gurun ? Hein !

GOULC’HEN
                                                                         Met ya !

AR ROUZ
Feiz ! ’Vidon-me atav n’em eus klevet netra.

GOULC’HEN
Treuziñ a raemp al lann, du-hont ; al laboused
A gane ; sklêr oa an amzer. Arnev ebet,
Na doare ’bet da gaout ; an Aotroù Koatmenez
En un taol a zibouch, war e varc’h yaouank, dres,
Harp ennomp : « Petra, foll ’oc’h eta, emezañ,
Pa lezit ho labour, e-kreiz ho pres brasañ ! »
N’en devoe ket ’amzer da bec’hiñ gwashoc’h-gwazh,
Krak… krak ! Daou daol kurun – me ’gred o c’hlevet c’hoazh
O strakal – kouezhañ ’ran d’an daoulin, me a wel
An Aotroù Koatmenez o kouezhañ, o sevel
Hag o kouezhañ en-dro : « marv eo » emedon,
Met nann.

KOATMENEZ da Nikolazig
                    Ho Mestrez vat he deus gant ur galon
Hep par va diwallet. Dezhi an drugarez
A sav eus va c’halon, dezhi va c’harantez,
Dezhi ’dalek hiziv, va madoù, va buhez.
Ma venn, hep o dispriz, tennañ talvoudegezh
Anezho.

NIKOLAZIG
                O va Mestrez vat, re eurus on !

AR ROUZ, goude bezañ sec’het e zaeroù e-kuzh
Ha ! Feiz, ne vank ket mui ’velkent, met ar Person.