AN HEVELEP TUD, nemet AR VUGALE, ur PERC’HERIN, JAK AR PELIKARD, re all c’hoazh

AR ROUZ
Na kaeraet eo bremañ an aoter. Sellit ’ta !

LEZULIT
Evidon-me ’gav din ne vank ket mui netra.

AR ROUZ
Pebezh devezh kaer eo hemañ ’velkent, Ivon ;
Den ne stourmas kement hag an Aotroù Person
Ouzhomp, ’vel ma’z ouezas, ha setu ma venn
Ma vo kanet amañ hiziv an oferenn.

LEZULIT
Pell a-walc’h eo chomet da ober e benn fall.

AR ROUZ
Keuz en deus d’e bec’hed ; arabat hen tamall
Ken !

LEZULIT
           Santez Anna zo deut a-benn anezhañ.

NIKOLAZIG
Va c’halon a drid gant al levenez vrasañ
Ha c’hoant ho peus, va Mestrez vat, va mamm garet,
Da’m lakaat da vervel ’ta gant an eurusted !

UR PERC’HERIN
Gellout a reer tostaat ?

AR ROUZ
                                           Ya ! Sur !

LEZULIT
                                                             Hep mar ebet.

O welet Jak ar Pelikard

Ha ! Jak, ken diwezhad.

AR PELIKARD
                                             Un eur am eus lakaet
Da vont betek ar gêr ha da zonet en-dro,
N’eo ket pell koulskoude, met karget eo ar vro
A dud ; unan a c’houlenn an dra-mañ, un all
A c’houlenn an dra-hont… boued… evaj… ur gall
’Neus graet aze dek lev ’baoe dec’h abardaez
Hep evañ lomm, na debriñ tamm a c’houdevez.

NIKOLAZIG
Nag a feiz !

AR PELIKARD
                      Dont a ra gant ar fiziañs vrasañ
Da c’houlenn ’vit e wreg sikour Santez Anna.
Setu eñ.

Ur gall a zegouezh hag en em laka war e zaoulin dirak an aoter. Ar Pelikard a bella.

UR PERC’HERIN all da Nikolazig, ur paotrig mac’hagnet gantañ
                  Me ? Deut on a bell ivez. Hini
Ne c’hell gwellaat va mab bihan. C’hwi her gray, c’hwi
Marteze…

NIKOLAZIG
                     Me, her gwellaat ?… An diaoul, va Doue,
’Neus roet deoc’h ar soñj da c’houlenn an dra-se
Diganin. Me, sellit, n’on ’met ur pec’her paour,
’Veldoc’h hag holl ar re a zeu da glask sikour
Ganti… Va Mestrez vat, hi eo, ya hi hepken
A c’hell reiñ ar yec’hed d’ho paotrig, hini ken.

AR PERC’HERIN
Deomp ’ta.

NIKOLAZIG
                      Va Mestrez vat, va difennit, m’ho ped,
Diouzh ar pec’hed ha diouzh lasoù an Drouk-Spered.

Pellaat a ra

AR ROUZ
Asa ! Met n’ho peus ket gwelet hini ’c’hanoc’h
Ar person o tonet ? Ha ! M’am bije ur c’hloc’h.

BLOENNEG, spontet
E teu.

AR RE ALL
            Piv ?

BLOENNEG
                      Me ’lar deoc’h e teu. Penaos ober ?

AR ROUZ
Ar person ?

BLOENNEG
                      Nann.

LEZULIT
                                  Piv ’ta ?
                                                …Koatmenez

AR ROUZ
                                                                         Setu amañ un afer !
D’ober trouz eo e teu amañ, sur a-walc’h eo.

BLOENNEG
Un den ken fall !

LEZULIT
                               Laoskit ! Me [a] en em gargo
Anezhañ. Piv en deus kemeret va fenn-bazh ?

BLOENNEG
Setu.

LEZULIT
           Mat, me ’ouezo labourat gantañ c’hoazh.