AR VUGALE, a gan

    An diskan

D’hon Itron vat, Santez Anna,
Kasomp bokedoù a-vriad
En ur ganañ Alleluia,
Alleluia d’hon Itron vat.

IVONIG

Kas a reomp deoc’h o mamm garet
Ar bokedoù hon eus klasket
    En hol lannoù.
Plijit ganeoc’h o degemer
’Vit ma splannaint war an aoter
    Gant ar gouloù.

    ***

C’hwi a chomo ganeomp bepred
M’en em blijit, o Mamm garet,
    Hol levenez.
Ni a glasko deoc’h bokedoù,
Ar re gaerañ eus hor pradoù
    Bemdez, bemdez.

    ***

Met gwell c’hoazh ’get hor bokedoù,
C’hwi a c’houlenn hor c’halonoù,
    Ni o ro deoc’h.
Evit atav kemerit-int,
Hor c’halonoù paour ’vel ma’z int,
    Ma plijont deoc’h.

Mont a reont kuit goude m’o deus lakaet, an eil goude egile, o bokedoù war an aoter.