AR ROUZ, NIKOLAZIG, LEZULIT, BLOENNEG, UN DIAVAEZIAD – AR ROUZ ha LEZULIT a ya hag a zeu evit kempenn an aoter.

AR ROUZ, o sellet a-zehoù
Dont a reont.

NIKOLAZIG, soñjus
                          Piv ?

AR ROUZ
                                    An dud ’ta, me ’lâr dit an dud.

NIKOLAZIG
Ha !

AR ROUZ, o sellet outo
         Ar bardonerien. Digor bras eo ar glud.
Dont a reont a-vandenn, du-hont, n’o gwelez ket ?
Bremaik e vint amañ, leun a feiz, daoulinet
Dirak skeudenn santel hor patronez karet.
N’o gwelez ket, Ivon, setu int o tonet.

NIKOLAZIG
Pelec’h ?

AR ROUZ
                 Pelec’h ? Du-hont ’ta. Kousket ’out ? Digor
Da zaoulagad. Sell ’ta, setu tud an Arvor,
Re an Argoad ivez ; dont a reont a-vandenn ;
Sell ’ta ar saeoù glas e-tal ar saeoù gwenn.
Dont a reont va breur kaer, aour hag arc’hant ganto
Da sevel ar chapel gaer a glaskez.

NIKOLAZIG
                                                               Gwell eo,
Mil gwech, ur galon c’hlan ’get holl vadoù ar bed.

AR ROUZ
Dont a reont a bep korn eus ar vro, entanet
Gant ar garantez vras o doug betek amañ ;
Sell, va breur kaer, kontant e vo Santez Anna.
Graet e vo ur chapel dezhi, e berr amzer.
Sell ’ta, oh ! Nag a dud a zo deut.

Ar splannder a gresk.

NIKOLAZIG, e zaoulagad o sellet er vann
                                                              O splannder !
Ne vo ket lec’h a-walc’h ’vito er Bosennoù.

AR ROUZ
Nag a aour a gouezho hiziv en hor pladoù.

NIKOLAZIG
Ar c’hloar !… Ho ! Setu hi.

AR ROUZ
                                                 Dihun ’ta.

Mont a ra er-maez.

NIKOLAZIG
                                                                     Setu hi !…
Ho ! Petra eo an traoù graet gant mein ha gant pri
E-tal ar c’hloar a sav, ’vel an heol, en-dro deoc’h.
Va Mestrez vat, netra, netra, me ’wel pelloc’h
’Vit hiziv, ’vit warc’hoazh !… Ha ! Na c’hwi a zo kaer,
Va Mestrez vat, hag en-dro deoc’h, nag a splannder.
Me a vo kuzhet en deñvalijenn a daol
Kement splannder a zo war he lerc’h, ’vel an heol.
Ho servijañ, va mamm, eo ar pezh a glaskin,
Hag ho karet, n’eus forzh pelec’h e tremenin,
Evit bezañ eurus, va gwalc’h, da virviken !

AR ROUZ, deut en-dro
Emañ deiz bras ha dizale an oferenn
A vo gwisket. Mall bras eo deomp kempenn an traoù.

Da Lezulit o tiskouez Nikolazig

Ouelet en deus.

Pellaat a ra Nikolazig.

Kreñv

                             Kasit din holl ar bokedoù.

LEZULIT
Gortoz ma vo erru ar vugale. Lakaomp
An doucher atav war an aoter.

AR ROUZ
                                                        Ya ! Hastomp.

UN DIAVAEZIAD
Skeudenn Santez Anna, mar plij ganeoc’h.

LEZULIT, o tiskouez en tu-dehoù
                                                                             Lakaet
Eo bet aze, pelloc’h, da c’hortoz ma vo graet
Ul lec’h kaeroc’h dezhi war an aoter. Bodet
Eo an dud dirazi, o pediñ, daoulinet.

An diavaeziad a ya kuit.

AR ROUZ
Difraeomp, difraeomp. Ma ne geromp diwall
E vezimp c’hoazh tapet diwezhad gant hor stal
Bokedoù…

LEZULIT
                     D’her bravaat.

NIKOLAZIG, deut en-dro
                                                Ho ! Ya, d’her bravaat
Kasit ’ta bokedoù, bokedoù a vriad,
Ar re gaerañ eus hor pradoù, eus hol lannoù.
Lakait dillo, war an aoter, ar bokedoù,
Bokedoù paour a liv hag a c’hwezh marteze,
Paour ’veldomp met roet a galon vat !

E spered a nij adarre war-zu an neñv.

LEZULIT
                                                                    ’Vel-se.
Setu an doucher ; ne chom mui ganeomp da lakaat
’Met ar skeudenn santel.

AR ROUZ
                                              Deus ’ta da labourat
Ganeomp, Ivon, e lec’h chom da lonkañ soñjoù
Aze… Kae da glask ar skeudenn ; kerzhit ho-taou.

Nikolazig ha Lezulit a ya da glask ar skeudenn.

Ho ! Mat am eus graet dont ; anez ’c’hellit krediñ
’N vije bet prest netra.

Nikolazig a deu gant ar skeudenn, Lezulit war e lerc’h, ur plad gantañ leun a voneiz.

                                         Del, kemer anezhi.

AR ROUZ, ouzh he c’hemeret
Mat. Ne laoskit ket c’hoazh diavaeziad ebet
Da dostaat.

BLOENNEG a-bell
                     Nann.

LEZULIT
                                 Setu ar plad dija karget.

AR ROUZ
’N deuio ket an Aotroù kure d’hen diskar mui,
Klaoustre ?

NIKOLAZIG ha LEZULIT

                     Oh ! Ar paourkaezh.

AR ROUZ
                                                          Ha ! Truez ho peus c’hwi
Outañ ? Me n’em eus ket ! Me her gwel c’hoazh o tont :
« Ar vodenn-mañ, ’mezañ, a zo padet dreist kont,
Mall eo din he diskar. » Ha, gant e droad, e kas
Ar plad leun a voneiz div lev a-zioc’h e blas.
Santez Anna he deus, n’eo ket bet pell an dale
Kastizet anezhañ ; daou zevezh goude-se,
Droug a grogas en e vrec’h hag a c’houdevez
E c’houzañvas poanioù bras pe vrasoc’h bemdez.

NIKOLAZIG
Va Mestrez vat outañ a sello a druez.

BLOENNEG
Setu ar vugale, o tont gant o glasvez.

Bugale Keranna niverus a zegouezh bokedoù ganto a-vriad, hag ez eont, en ur ganañ, d’o lakaat war an aoter.