AR MEMES RE, IVONIG, BERC’HED

IVONIG
Nad ez ket da ouelañ, ’vel-se, ni her c’havo,
Klev, en un tu pe du… gortoz… sell amañ eo
E teuan da bediñ gantañ bemdez. Selaou,
Me ’glev, unan bennak o lâret pedennoù.

BERC’HED, o redek a-benn d’he zad
Eñ eo… va zad.

ARDEVEN
                           Plijit ganeoc’h, Aotroù Person,
Chom a-sav ; berviñ a ra ar c’hoant em c’halon
Da lavaret dezho diouzhtu krenn ar c’heloù.
Gwellaet ’on, aesaet ’on, sellit, bugaligoù.

IVONIG
Ha ! C’hwi a gerzh bremañ koulz ha ni. N’ho peus ket
Mui ’boan ’n ho kar, va zad ?

ARDEVEN
                                                    Nann, poan ebet.

IVONIG
Santez Anna he deus ’velkent hor selaouet.

BERC’HED
Me ! Me ’gar gwell Santez Anna ’vit Sant Berc’hed.

IVONIG
Santez Berc’hed ’ta ! Ur santez eo, nann ur sant.
E belbi ez aio gant ar soñj-se, tuchant.
Aotroù Person, m’ho ped, lavarit dezhi ’ta,
E vezo adalek hiziv anvet Anna.
Rak ’vit ma vo bremañ ar peoc’h e-barzh an ti
Vo ret deoc’h reiñ pelloc’h an anv-se dezhi.

AR PERSON
Ha ! Mat, ra vo anvet evit atav Anna,
’Vit ma vo dalc’het soñj eus ar burzhud kaer-mañ.
Kontant ’out ?

BERC’HED
                           Ya, Aotroù Person, tra ma vin bev,
Me vo d’ar batronez a roit din hiziv.

Ar gouel a gouezh ur pennadig

Diwezh an daolenn gentañ