AR PERSON, MARK ARDEVEN

ARDEVEN, e vranelloù en e zaouarn
Ha me ’soñje a-walc’h penaos e vije bet
Hiziv… – Aotroù Person, gwellaet ’on, oh gwellaet
Kalz, kalz…

AR PERSON
                       Gwellaet !

ARDEVEN
                                          Sellit !… Aesaet ’on, me ’gerzh mat.
Petra ’roin-me deoc’h ’vit ho trugarekaat,
O mamm, mamm guñv, mamm druezus, mamm vat.
Va spered ? Va c’halon ? Plijit ganeoc’h lakaat
Evit atav ho torn warnezho, d’o gouarn
Gant ar pezh a zougint a vat, hep koll un darn,
O gouarn evidoc’h, en amzer da zonet,
P’ho peus bountet er-maez anezho ar pec’hed.
Piv en divije bet soñjet, Aotroù Person,
Penaos e vijen bet en ur c’houlenn pardon
Outi, gwellaet ’vel-se, en un taol ? N’em eus graet
Nemet gwalc’hiñ va gar er feunteun venniget,
Kerkent setu aet kuit ar c’hleñved. Sellit ’ta
Pegen kreñv eo ha pegen mat, Santez Anna !

AR PERSON
M’her goar kerkoulz ha c’hwi, Mark Ardeven.

ARDEVEN
                                                                                   Ha ?

AR PERSON
                                                                                           Ya.
Rak graet he deus, evidon, Mark, ar memes tra.
Nerzh he brec’h dirazomp he deus diskouezet mat
Ouzh va skeiñ, ’vel ma reas ; goude ouzh va gwellaat,
E tiskouezas koulz all braster he c’harantez.
Lâromp dezhi hon-daou, war un dro, trugarez.

Int a lavar o-daou, war un dro, ur pennad chapeled, en deñvalijenn a daol c’hoazh ar gwez dindanno.