MARK ARDEVEN, e-unan
                                                                           Petra
’Glaske hennezh amañ, e-unan, kerkoulz-mañ ?
Kouezhet ’on en e hent, anat eo, oh ! N’eo ket
’Vit paterat, moarvat, e savas ken abred.
Feiz ! Doue her barno… Doue hepken. Hiziv
Eo echu va naved ; marteze em bezo
Va goulenn digant an Itron Santez Anna
Deut on kentoc’hik, er beure-mañ ; kousket oa
Ar re vihan ; na brav e oant en o gwele,
Int ken dinamm hag an aelez e lez Doue.
A-raok an deiz e c’hellin c’hoazh ’harz he skeudenn
Dibunañ brav va chapeled va-unan penn.
Tra souezhus ! Oh ! Nag eo splann ar skeudenn gozh
Dre ma tec’h diwarnomp mantell bounner an noz.

    Santez Anna, ho pet truez
    Ouzh an hini ho ped bemdez.
    Kreskit e yec’hed hag e feiz
    Ha mirit e vugale geizh.

    Hon Tad a zo en neñv… etc.

Endra ma lavar kreñv an Ave Maria kentañ e weler skeudenn gozh Santez Anna sklêrijennet ur pennadig hepken, evel gant ur sklêrijenn eus an neñv.

Klevet a reer trouz unan o tostaat.

Che ! An Aotroù Person, kerkoulz-mañ, eñ ivez !
’Vit bezañ e-unan moarvat ; deomp a-gostez,
’N tu all koulz hag amañ me ’laro va fater.

Mark a bella.