KOATMENEZ, MARK ARDEVEN

ARDEVEN, harpet war e vranelloù
Me eo, Aotroù. N’eo ket gwall soupl va c’horf ken.

KOATMENEZ
                                                                                           Ha !
C’hwi eo, Mark Ardeven ! Gwall lakaet ’oc’h.

ARDEVEN
                                                                                  Ha ! Ya !
Klevet ho peus ?… Setu dek sizhun ’zo dija.

KOATMENEZ
N’oc’h ket gwellaet ?

ARDEVEN
                                       Nann, tamm ebet. Breinañ a ra
Va gar.

KOATMENEZ
              Paourkaezh ! Perak n’oc’h ket deut a-benn
Raktal da’m c’hlask, ’vit ho sikour, ’vit ho tifenn
Ouzh an droug euzhus-se ? M’em bije bet klasket,
Mark Ardeven, n’eus forzh pelec’h e vijent bet
Medisined, tud desket bras o divije
Ho pareet ne vije ket bet pell an dale.

ARDEVEN
An hini he deus graet an droug hag hi hepken
A c’hell va fareañ, ma kar ; den ebet ken.

KOATMENEZ
An hini he deus graet an droug, piv eo hounnezh ?

ARDEVEN
Ne farser ket ganti. Oh, Aotroù Koatmenez,
Keuz a-walc’h am eus-me bremañ da vezañ bet
Ken pell amzer, war an hent fall, koulz hoc’h heuliet.

KOATMENEZ
War an hent fall ? Lavarit ’ta kentoc’h war hent
Ar wirionez. Perak n’oc’h ket ’vel diagent,
Mark Ardeven, an den kalonek a gerzhe
Hep doujañs, war un dro ganin, war an hent-se ?
War zigarez m’eo bet spontet ho loened
E vo ret deoc’h chom bremañ da virviken spontet ?
Na peseurt soñj az peus ? C’hwi ’oar mat, an drougoù
[A] en em gav n’eus forzh pegoulz, n’eus forzh gant piv,
N’eus forzh pelec’h ; hiziv ganeoc’h, warc’hoazh ganen* ;    [ganin] 
En un taol, i a gouezh warnoc’h hep kas kemenn ;
Met evit gouzout piv en deus her c’haset deoc’h,
Ret e vije bezañ a gredan gouiziekoc’h
’Get ned omp c’hwi ha me.

ARDEVEN
                                                  Aotroù, ne c’hellan ket
Tamall deoc’h kozh komzoù ha n’o deus poell ebet.
Rak dec’h, ’michañs, m’em bije bet komzet ’veldoc’h.
Sot e oan, n’c’heller ket, moarvat, bezañ sotoc’h.
Doue ’neus bet, ’v’lato, truez ouzhin…

KOATMENEZ
                                                                       Mard eo
O tigas droug dezhañ, dalc’hmat, en hent-se eo
E klask Doue diskouez e druez da vab den
N’meus ket aon o lavaret, me zo gwelloc’h ganen*    [ganin] 
Klevet trouz e gounnar o tregerniñ bemdez
’Get kaout war va fenn taolioù-bazh e garantez.

ARDEVEN
Ne varver ket atav, aotroù, gant un taol bazh.
Ar gurun a ra trouz, met pa sko, eñ a lazh.
Diwallit ’n reer ket pell a c’hoap eus a gounnar
An Hini a zo mestr holl vistri an douar.

KOATMENEZ
Ur mestr a zo er bed-mañ ’ta, n’her gouien ket ?
N’eo ket Doue eo ’tav ’zo er-maez eus ar bed,
Ken uhel dreist hor penn, ken pell diouzh an douar,
Ma c’hell kousket eurus hep klevet ar safar
A sav, ’vel an trouz-vor, eus hor mesk, hep arzav.
Oh ! Hennezh ne oar ket piv a gousk, piv a sav,
Na muioc’h piv her ped ha piv zo o pec’hiñ
Warnañ : e eurusted eo bezañ disoursi.
Etre daouarn e vevelien emañ ar bed :
Mevelien dall, bouzar, hep kalon, hep spered,
Ar gurun, an avel, an dour, ar mor, an tan,
Ar re-se eo mistri ’r bed-mañ, ar re kreñvañ.
Met petra ? C’hwi a gred eta eo int-i eo
A laka Koatmenez da blegañ dirazo ?
Nann, ’vel kentoc’h me ’zay gant va hent, un hent splann
A red, dre an deñvalijenn, eeun ha gwenn kann.
Me hen heulio, hep aon hag hep doujañs ebet,
Ha kaer e vo youc’hal : « A-sav, c’hwi zo kollet ! »
N’eo ket don a-walc’h c’hoazh mor an deñvalijenn
Evit lakaat ar blev da sonnañ war va fenn.
Spontit-c’hwi, mar karit, kouezhit war ho taoulin
Dirak un tamm koad brein kavet, diouzh ar mintin,
Pe diouzh an noz, piv ’oar pegoulz, er Bosennoù
’Vidon-me, Mark, c’hwi ’lavaro d’an holl hep gaou
Mar am gwelit morse oc’h ober ’r memes tra
Penaos…

ARDEVEN
                   Ho po pleget dirak Santez Anna.

KOATMENEZ
Penaos em bo kollet va spered vat kentoc’h.

ARDEVEN
’Vel ac’hanon-me dont ’ray a-benn ac’hanoc’h.

KOATMENEZ
Deut e vezin, me ’gred, kalz kentoc’h c’hoazh a-benn
Da zispontañ ’c’hanoc’h-c’hwi, a-raok, Mark Ardeven,
Klaoustre ?

ARDEVEN
                       Ah ! Nann, avat, Aotroù. Gwechall ’oc’h bet
Ar mestr… eus va c’halon ? Ah ! Nann… eus va spered
Kentoc’h. Me hoc’h heuilhe, c’hwi ho poa teod ken flour
Ma’z oac’h gouest da dennañ dienn diwar an dour.
Nep ho kleve a yae d’hoc’h heul hag a-hent-all
P’en deus unan bennak c’hoant da ren buhez fall,
Da gerzhet a gostez d’an hent komun, hep mestr,
Hep lezenn, hep doujañs, diroll ha digabestr.
Ezhomm en deus ar c’haezh den-se ’barzh dicheñchañ
Da gaout unan bennak barrek d’e zispontañ
Ha me am boa kavet ennoc’h un disponter
Eus an dibab ; ’n un deiz graet ho poa labour gaer,
Setu taolet d’an traoñ ar c’hredennoù santel
A zoug ’vel divaskell an ene ken uhel
Dreist an douar. Setu va spered hep kredenn,
Hep harp, teñval evel an noz hep steredenn ;
Setu va c’halon baour ken lous hag ar vouilhenn.
« Pep unan, emedoc’h, a sent ouzh e lezenn,
Ret eo bevañ ; bevomp hervez hor faltazi,
Re bell eo Doue ’vit ober aon da hini. »
M’ho selaoue… Allaz, m’ho krede. Foll e oen.
Gounezet em eus mat, Aotroù, va finijenn !

KOATMENEZ, a-gostez
Trevariet holl eo sur ! Bah ! Laoskomp anezhañ.
A-hent-all, ar splannder a gresk… dont a ray buan
An deiz… Re ziwezhad eo klask an tamm koad-se.
Me ’deuio… un noz all… ya, re ziwezhad eo.
Kenavo, Mark.

ARDEVEN
                            Yec’hed mat deoc’h, Aotroù.