KOATMENEZ, e-unan
Noz eo c’hoazh ; mall eo din. Dont a raint d’ar beure
Da zaoulinañ dirak ar c’hozh tamm koad brein-se
O deus kavet, un noz, er Bosennoù… Pelec’h
Eo bet kuzhet ganto ? War am boa klevet dec’h
E tle bezañ amañ war ar c’harzh… Hemañ eo.
Sur a-walc’h. Ha setu !… Nann un tamm gwrizienn eo,
N’her c’havin ket ’ta, mil mallozh ! Ha koulskoude
E rankan a-raok ma vo an dud war vale
Her c’hlask, her c’haout, her c’has ganin… hini
N’her gouezo hag ’n hent-se echu ’vo ar c’hoari.

Klevet a reer trouz

Met petra ? N’emaon ket va-unan ? Piv ’oc’h-c’hwi
A deu ken abred all da aveliñ ho fri ?