daskor - facebook  daskor - css

Daskor

A-raok ma sav ar gouel.

AR C’HOMZER, a lavar

    En noz-hont tra ma’z oant kousket
    An Itron en deus o galvet
    Setu int kerkent dihunet.

    Dirak o daoulagad trellet
    Int a wel ur piled douget
    Gant un dorn ha ne welont ket.

    Da b’lec’h ez a ar c’houlaouenn
    D’o ambroug gant he splannder wenn
    Sklaer eo evel ur steredenn.

    ’Vel an hini a ambrouge
    Da Vethleem an tri roue
    A oa o klask Mabig Doue.

    A-sav e chom ar piled koar
    Diskenn a ra don en douar
    Gwenn e lugern evel al loar.

    ’N em goll a ra er Bosennoù
    E-mesk an drein hag al louzoù
    El lec’h ma pede hon tadoù.

    Piv a ouezo petra a vir Santez Anna
    Tremen nav c’hant vloaz zo, e douar Keranna ?

Ar gouel a sav hag e weler ur skeudenn gozh dizouaret ha Nikolazig gant e gonsorted daoulinet dirazi.

AR GANERIEN

War ho taoulin, war ho taoulin, o Bretoned
    Setu hi, ar skeudenn santel
    En deus ho tadoù enoret,
    E-pad keit all, er c’hozh chapel.
    Setu hi, pelloc’h diveziet
    Dirak skeudenn ho mamm garet
War ho taoulin, war ho taoulin, o Bretoned
    Gloar hag enor dezhi da virviken.