AN HEVELEP TUD, LEZULIT, BLOENNEG, AR ROUZ, AR PELIKARD, AN AOTROU GARO

LEZULIT
Oh ! Biskoazh kement all !

AR ROUZ
                                                 Va breur, levenez dit
Santez Anna, ur wech c’hoazh, he deus bet ar gounid.

NIKOLAZIG
Va Mestrez vat !

AR PERSON
                              Petra ’vennit-c’hwi lavaret ?

BLOENNEG
Hag an dud o redek n’ho peus ket o gwelet ?

AR ROUZ
An ejened o lammet.

LEZULIT
                                       Biskoazh kement all ;
Me ’lavar deoc’h, ’vit hen nac’h, eo ret bezañ dall.

AR PERSON
Komzit ’ta.

BLOENNEG
                    M’ho pije bet gwelet an dra-se
Bremaik, Aotroù Person, met, Loeiz ar Rouz, komz, te.

AR ROUZ
Mark a felle dezhañ arat lec’h ar chapel
Mont a rae en hor raok, e benn savet uhel,
D’ar Bosennoù, ouzh e arar, an daou ejen
En deus prenet, setu daou vloaz, e Plougoulen ;
Ne dalvezen ket hor re-ni ha kouslkoude
Lardoc’h ’int ha kreñvoc’h ’get ned int bet morse.
« Ha ! Ha ! C’hwi a welo, a lavare d’an holl,
Ma ne aran ket me al lec’h-se. Me ’venn koll
Va anv ma tiheñchan diwar va erv,
Treuz ur meutad ! » Klevet ho peus ar paotr faro
N’eo kwir, tudoù ; klevet ho peus anezhañ holl ?

AR RE ALL
Ya ! Ya ! Loeiz, klevet mat ; ar brabañser, ar foll.

AR ROUZ
Ha setu eñ d’e jav, ha dav : stagañ a ra
D’al labour.

LEZULIT
                      Mont a ra mat an traoù da gentañ.

AR ROUZ
Ya ! War gorf e roched, krommet war e arar
Mont a ra gant e erv, treiñ a ra an douar,
Eeun, hep kammdro ebet ; ni a oa o c’hortoz
Anezhañ d’en em gaout war lec’h ar chapel gozh
Ha setu eñ ; teir gwech m’her c’hlev o youc’hal
War e loened ; allaz, chom a reont hep fiñval
Bourdet ’int. Eñ o flemm, gant e skourjez, netra ;
Int ’n em daol a-gostez ’vel pa vije un dra
Souezhus en o raok ; Mark o degas en-dro
A gomz brav… En un taol, hag o-daou war un dro
Int a bleg d’an douar, ’vel par vijent skoet
Gant un taol bazh, o fenn.

LEZULIT
                                                 Den n’en devoa roet
Taol bazh ebet dezho.

AR ROUZ
                                         Mark follet en em lak
D’o skeiñ, dav ! dav ! ’vel unan dall. En un taol : tak !
Setu torret troad e vroud ; an daou ejen
A sav o zal ledan, a lonk aer vat, a gren,
Gwenn eo o daoulagad hag ar c’hlaourenn
A red ’hed o elgezh ; Mark, plom en o c’hichen
Zo gwenn kann ; n’ouzon ket penaos ’troas an traoù
Goude…

LEZULIT
                  Goude ? Setu an ejened o-daou
O kerzhet d’an daou lamm, an arar bep eil penn
War o lerc’h ; ar soc’h a faout ; ar yev a dorr krenn
Hag ez eont gwashoc’h-gwazh d’an tan ruz ; en un taol,
 – N’oa den ebet ken evito – int en em daol
Ouzh an derv ’zispleg du-hont o chaosoù tev
Hag a gouezh penn faoutet, den ne oar hag int bev.

AR ROUZ
Pell a oa edo Mark, war al leton, simplet.

NIKOLAZIG
Droug en deus bet ?

AR PERSON
                                      Marv eo ?

AR ROUZ
                                                         N’ouzon ket
Mall am oa da zont da lâret dit petra
A gaver oc’h ober goap a Santez Anna.

NIKOLAZIG
Paourkaezh Mark !

LEZULIT
                                     An Aotroù Garo a zo chomet
En e gichen.

BLOENNEG
                         Ha dres, setu eñ.

GARO
                                                           N’en deus ket
Bet koulskoude kement a zroug ha ma kreden.

NIKOLAZIG
Ha ! Gwell a se !

GARO
                                Bloñset eo bet dezhañ e benn
Torret e c’har zehoù… dirusklet e c’houzoug.
Nebeut a dra !… Muioc’h a aon eget a zroug.

NIKOLAZIG
Ha ! Gwell a se ! Klevet ho peus, va Mestez vat,
Ar vugale vihan o pediñ ’vit o zad.
Trugarez deoc’h.

GARO
                                Ret eo bremañ monet d’e glask
Hag e zougen betek e di war ur c’hravazh.

NIKOLAZIG
Deomp.

AR RE ALL
               Deomp.

Mont a reont kuit.