NIKOLAZIG ha d’em goude AR PERSON

NIKOLAZIG
Ha ! Gwell a se ma’z int aet kuit dre an tu-se.
Arabat e welfent skouer fall o zad. Ha ! Che !
Petra ? Dont a reont en-dro… ? C’hwi eo, Aotroù Person ?
Mil bennozh Doue deoc’h.

AR PERSON
                                                 Ha dit ivez, Ivon.
Ne ’z eus nemedout ?

NIKOLAZIG
                                       Nann ! Rak ar re all zo aet
Bremaik d’ar Bosennoù gant Mark.

AR PERSON
                                                                 N’eo ket deuet
An Aotrou Garo ?

NIKOLAZIG
                                Geo !

AR PERSON
                                           Ha mat ?

NIKOLAZIG
                                                            Ne c’hellen ket
Lavaret dezhañ ’met ar pezh am eus gwelet.

AR PERSON
Ha petra a soñj-eñ ? Ar pezh a soñj an holl
’Michañs ?

NIKOLAZIG
                     N[e] ouzon ket.

AR PERSON, a-gostez
                                                  Ur gaouiad pe ur foll !
Koulskoude piv a oar ?

Kreñv

                                          Ha feiz ! Evidon-me hep mar
Am eus graet va dever ; ’n Aotroù ’n Eskob a oar
An traoù [ken]koulz ha me ; dezhañ eo da ober
Bremañ ar pezh zo dleet ma vo e berr amzer
Lakaet ar wirionez en hor mesk da skediñ
Kerkent ha m’he gwelin me ’stouo dirazi.

NIKOLAZIG
Skediñ a ray, Aotroù Person, kent pell.

AR PERSON
                                                                       Gwell a
Se, neuze !

NIKOLAZIG
                     Noz eo c’hoazh, met an deiz a dosta ;
Oh ! Ne ’m eus aon ebet ; d’an holl e vo anat
Em eus lavaret deoc’h ar wirionez dalc’hmat.

AR PERSON
Doue hag Eñ hepken a oar p’emañ ar gaou
Pe ar gwir ganez, met — laosk ac’hanon, selaou,
Da reiñ dit ur gentel — gouzout a rez ervat
Em eus da istimet ha da garet dalc’hmat.
Ha mat, biskoazh n’eo bet sammet din va c’halon
Gant hini ’vel ganez.

NIKOLAZIG
                                       ’Vel ganin ?

AR PERSON
                                                             Ya, Ivon.
Nec’het ’on gant ar burzhudoù-se zo anv
Anezho gant an holl e pevar c’horn ar vro.
Ne c’hellan ket kousket na debriñ abaoe
Ma’z int brudet er-maez eus ar barrez ’vel-se.
Ma vijent bet chomet etrezomp c’hoazh, neuze,
Ne vije ket bet ken bras an droug, marteze.
Met bremañ… E pep lec’h, tro-ha-tro, ne glever
Mui komz eus a draoù all. E Brec’h, e Pleuwigner,
En Alre, e Gwened, e Logunec’h, ne vern
Pelec’h ez aer, emañ hoc’h ardoù war ar stern.
Bouzaret eo va fenn. Tra a-walc’h eo ; ret eo
Ur fin. Rak-se, Ivon, adalek hiziv, klev,
Paouez da gomz eus an traoù-se, mar plij. An dud
Eus ar barrez, dre ma pellay diouto ar brud
Hen ankounac’haio ; ar peoc’h a deuy en-dro
Hag er pennkêr, hag er barrez ha tro-war-dro.
Gra ’vel ma lâran dit, Ivon ; Santez Anna
A ray, mar plij ganti, he soñj er memes tra.

NIKOLAZIG
Aotroù Person, ma ne deu ket va Mestrez vat
C’hoazh war va zro, me ’ray ar pezh a glaskit.

AR PERSON
                                                                                  Mat.