NIKOLAZIG, GOULC’HEN

NIKOLAZIG
Va Mestrez vat, pellait ar gwalleur dioutañ !
An droug a ra, ’michañs, ne wel ket anezhañ.

GOULC’HEN
Laosk-eñ ’ta da vonet, ha mar plij gant Doue
Reiñ dezhañ ur gentel ne vo met gwell a se,
Rak n’eus ket un unan amañ en ho pennkêr
Hag en defe ezhomm e ve tommet e ler
Dezhañ, un tamm, gant Doue, kement hag hemañ.

NIKOLAZIG
Ya ! Mat a-walc’h, Goulc’hen, ma vefe e-unan.

GOULC’HEN
Intañv eo ?

NIKOLAZIG
                     Ya, e wreg zo marv, bloaz a vo
Da viz here a zeu.

GOULC’HEN
                                 Ar vaouez kaezh-se zo
Gounezet mat ganti neuze he baradoz
Rak un ifern oa chom en e serr deiz ha noz.

NIKOLAZIG
Met e vugaligoù ?

GOULC’HEN
                                Gwir eo, ne soñjen ket.

NIKOLAZIG
Ivonig, va filhor, hag e c’hoarig Berc’hed
Daou vugel a garomp ’vel pa vefent hor re.
Paotr saout eo va filhor ganeomp-ni abaoe
M’en deus kollet e vamm. N’hon eus ket bet biskoazh
A ezhomm da damall netra ’bet dezhañ c’hoazh.
Eñ eo, gant e vamm-gozh, Jabel a soursi
Eus an hini vihan ; netra ne vank dezhi
Hag ur blijadur eo o gwelet o-daouig
Ivonig ha Berc’hed, ar breur hag ar c’hoarig
O c’hoari war dreuzioù an nor ur c’hoarzh ganto
Ma strink al levenez, e pep kalon, diouto.

GOULC’HEN
Dres, setu i.

NIKOLAZIG
                      Doue ’n devezo marteze
Truez ouzh an tad en abeg d’e vugale.