E porzh Nikolazig e deizioù diwezhañ miz eost 1623. An Aotroù GARO hag e sekretour, NIKOLAZIG, AR ROUZ, AR PELIKARD, LEZULIT, MARK ARDEVEN, GOULC’HEN, BLOENNEG, re all c’hoazh.

GARO, azezet, un daol dirazañ
Evel-se ’ta, Ivon Nikolazig, c’hwi ’dou
Ho peus gwelet du-hont, un Itron ?

NIKOLAZIG
                                                                  Ya ! Aotroù.

GARO
Setu pemp sizhun zo n’eo kwir ?

NIKOLAZIG
                                                            Ya ! Aotroù, ya !

LEZULIT, a-gostez, endra m’emañ Garo o reiñ un dra bennak da skrivañ d’e sekretour.
Na pegen pell e chomont war ar memes tra.

GARO
Hag an Itron wenn-se a c’houlennas ouzhoc’h
Ober c’hoazh ur chapel, e-lec’h unan koshoc’h,
Savet amañ, nav c’hant pevar bloaz warn ugent
A zo. Ya ! Ya ! Nav c’hant pevar bloaz a zo kent.

NIKOLAZIG
Pas savet, nann Aotroù, kouezhet he deus lâret
Va Mestrez vat.

GARO
                             Ha ! Mat ! Kouezhet, lakeomp kouezhet.

Ar sekretour a skriv kement tra a zo lavaret.

NIKOLAZIG
Nav c’hant pevar bloaz warn ugent a oa neuze
Ha c’hwec’h miz.

GARO, d’ar sekretour
                                Ha c’hwec’h miz.

NIKOLAZIG
                                                                Ya ! Ya ! Mat evel-se.

GARO
Mat.

AR PELIKARD
         Hel lazhañ a raint ar paourkaezh.

GARO
                                                                        En diwezh,
Nikolazig, touiñ a rit penaos ar pezh
Ho peus lavaret zo reizh ha gwir penn-da-benn ?

NIKOLAZIG
M’hen tou, goude ma ve ret din mervel amañ kerkent.

GARO
Soñjit mat a-berzh piv e ran va enklask-me.
C’hwi ’dle komz d’an Eskob, ken gwir ha da Zoue.

NIKOLAZIG
Petra ’vennit-c’hwi, Aotroù, me ’lavarfe
Ar memes tra, rak re wir eo, dirak Doue.
Me ne c’hellan ket nac’h ar pezh am eus gwelet
Na lavaret eo gaou ar pezh am eus klevet.

GARO
Kozh ’on ha tenn eo reiñ ar gaou din da grediñ.

AR PELIKARD
Ya ! Sur, e gwirionez, ouzh ho kwelet o treiñ
Hag o tistreiñ e-pad div eur, hed-a-hed,
Va c’honsort paour Ivon, evel m’ho peus her graet
Eo ret anzav n’oc’h ket deut amañ da c’hoari.

LEZULIT
N’en em droc’h tamm en e gomzoù ha n’eus fazi
Ebet en e gudenn. Aze, sklaer hag anat,
E verk emañ, war e sikour, e Itron vat ;
Anez en divije kollet e benn.

ARDEVEN, a-gostez
                                                    Ho ! Ho !
N’emañ ket ken da goll ; kollet eo pell a zo.

GOULC’HEN, d’an Aotroù Garo
Seizh kant gwech e vije bet fuilhet va c’hudenn
Gant an troioù kamm a guzhec’h e pep goulenn.

BLOENNEG
Ne ’z eus ket a voien d’hel luziañ, gwech ebet.

AR PELIKARD
Dre e veg, ar santez, he-unan ’n deus komzet.

GARO, p’eo peurskrivet e draoù gantañ
En em dennit, bremañ, mar plij, ur pennadig,
Hep pellaat, re en holl, diouzhomp, Nikolazig.
Rak ezhomm hon do c’hoazh ac’hanoc’h marteze.

Nikolazig a ya kuit goude bezañ saludet an Aotroù Garo

Biskoazh n’em eus kavet un den ’vel an den-se ;
Nann, biskoazh kement all war hent hir va buhez ;
Evel-se, ’michañs, e tle komz ar wirionez.

AR PELIKARD
Feiz da’m Doue, Aotroù Garo, mall bras e oa
E lezel a gostez ; ’oac’h o vont d’e lazhañ.

GARO
Jak, an enklask a rank bezañ graet ha graet mat.

En ur sellet en-dro dezhañ

Loeiz Ar Rouz ?

Hemañ a sav.

                              Arabat deoc’h kaout aon o tostaat.
Lavaret a reer c’hoazh ho peus gwelet ivez
Un Itron, du-hont, ’tal ar feunteun, un devezh ?

AR ROUZ
Un noz, kentoc’h, Aotroù ; prest ’on d’hen touiñ deoc’h
War va ene ; ne m’eus netra talvoudusoc’h.

GARO
Komzit eta ; lavarit ’r pezh ho peus gwelet.

AR ROUZ
Ha, mat ! Setu an traoù. Hag a-hent-all n’eo ket
Din-me he deus an Itron wenn gourc’hemennet
Sevel dezhi amañ ur chapel.

GARO
                                                     Livirit
Hepken ar pezh ho peus gwelet.

AR ROUZ
                                                           Ha ! Mat, klevit,
Aet e oan, ur pardaez, da gerc’hat va loened ;
N’oa ket re noz c’hoazh, met koulskoude, e weled
O skediñ, e bolz an neñv, meur a steredenn.

GARO
Penaos neuze ho peus gwelet an Itron wenn ?

AR ROUZ
Setu n’chomin ket pell d’ho tale. ’Pad an deiz
E oamp bet o vediñ un tamm segal-winizh,
An heol a oa aet da guzhat ha me ’soñjas :
Chomet eo a chatal du-hont, er parkoù bras,
Mall e ve mont d’o c’hlask. Hag hep gouzout doare
E oa aet va breur kaer d’o c’herc’hat, setu me
Er Bosennoù. Emañ, sur a-walc’h, a soñjen,
Al loened, tro-war-dro d’ar feunteun, er fleurenn ;
Ar geot eno, en-dro d’an dour, a zo druzoc’h
Ha ne ’z eus ket da goll, met da c’hounit kentoc’h
O reiñ da loened mat magadurezh mat ivez
Ne sellan ket, ouzh pemp gwenneg, ’vit kement-se
Loened sonn, labour mat !

BLOENNEG, ha meur a hini all
                                                  Gwir eo !

GARO
                                                                    Ya, met…

AR ROUZ
                                                                                      M’hen tou.
N’ho talein nemet ar pezh m’eo ret, Aotroù !
’Vit echuiñ eta… Setu me ’n douaroù :
Ejen ebet ! Me ’soñj : « Aet ’int d’ar gêr o-daou
Dre an tu all ’michañs. Mat, m’o c’havo…» met pas.
Chomet e oant o-daou gourvezet er geot bras.
Monet a ran ganto d’ar feunteun d’o dourañ
Ha…

GARO
         Hag an Itron wenn ? N’och bet galvet amañ
’Met da gomz anezhi. Perak ’ta e kasit
Ar gaoz war draoù all ?

AR ROUZ
                                           Ya ! Sur a-walc’h, gortozit,
N’ho talein ket pell. Me ’lare deoc’h eta
Penaos… N[e] ouzon ket mui re end-eeun petra
A glasken lavaret…

ARDEVEN
                                    Biskoazh n’en deus gouezet.

GARO
Ha mat, douret ho poa er feunteun ho loened.

AR ROUZ
Ha ! Nann, Aotroù.

GARO
                                   Nann ?

AR ROUZ
                                                 Nann, nann n’em boa ket gellet
O dourañ er feunteun : an Itron ne fell ket
Dezhi moarvat e ve an dour-se saotret,
En amzer da zonet, gant frioù al loened.

GARO
Petra a erruas.

AR ROUZ
                            En un taol… Drav ! M’o gwel
A-sav, o vont a-dreñv, spontet, hag o sevel
O fenn ’trezek ar memes lec’h. Me ’sell ivez
Ha – krenañ a ran c’hoazh – petra ’welan-me
’N he sav, e-kreiz ur splannder vras, un Itron wenn.

GARO
Hag e p’lec’h edo-hi ?

AR ROUZ
                                       Du-hont, e-mesk ar gwez,
Just a-zioc’h ar feunteun.

GARO
                                               Mat, mat, hag ouzh piv dres
Oa heñvel ?

AR ROUZ
                       Va Doue, ouzh hini, ouzh hini.
Ne vez ket gwelet tud ken brav-se, ganeomp-ni.
Un Itron gaer, gwenn kann, gwennoc’h c’hoazh ’vit an erc’h
Ha brav, ha brav e oa, sellit, ha splann ha kaer
N’oc’h ket evit gouzout, m’hel lâr deoc’h pegement,
Ne dle ket bezañ kalz, ’veldi e mesk ar Sent.

GARO
Chomet eo pell amzer dirazoc’h ?

AR ROUZ
                                                              Pa’z eo gwir
E klaskit gouzout pep tra, Aotroù, berr hag hir.

GARO
Sur a-walc’h me ’rank gouzout pep tra hir pe verr
Gwazh a se deoc’h ma’z eus faosoni eus ho perzh.

AR ROUZ
Ma’z eus un den aonik, n’eo ket me ’n hini eo.
N’eo ket gwir an dra-se, paotred ?

AR RE ALL
                                                               Gwir eo ! Gwir eo !

ARDEVEN, a-gostez
N’eus den aonikoc’h egetañ.

AR ROUZ
                                                    Drav ! Me ’zistro
’Vit gouzout ha n’eus ket un den all war va zro.
Me ’wel Nikolazig, va breur kaer, daoulinet
Dirak an Itron wenn em c’hichen ; ne’m boa ket
C’hoazh bet aon ; evit ar wech kentañ em buhez
Ar spont a grog ennon, e va breur kaer ivez.

ARDEVEN, a-gostez
Petra ’lavaren-me ? Tud aonik ’vel ’gedon.

AR ROUZ
Me ’stag gant sin ar groaz, war va zal, va c’halon,
N’her c’hasan ket pelloc’h… Ha setu ni hon-daou
O redek va breur kaer ha me, er Bosennoù.
Kent pell, donet a reomp en-dro war hor pazoù,
Ar stered, dreist hor penn, ’vel pennigoù gouloù
A luc’he… netra ken.

GARO
                                      Sur mat ’oc’h Loeiz, eta,
Penaos ho peus gwelet an Itron ?

AR ROUZ
                                                             Re sur, ya !

GARO
Mat ! Ha c’hwi, Jak ar Pelikard, c’hwi eo, me ’gred,
Ar c’hoshañ eus ar re a zo amañ bodet.

AR PELIKARD
Ya ! Krediñ a-walc’h a rafen, Aotroù ; ni ’dle
Bezañ eus ar memes bloavezh, Goulc’hen ha me.

GARO
Piv ac’hanoc’h en deus klevet e vefe bet
Ur chapel gozh amañ gwechall ? Den ebet ?

AR PELIKARD
Oh ! eo, Aotroù, ar re yaouank war gement-se
A oar just keit ha ni… Mark zoken da’m goude
Na’m dislavaro ket. Ya ! Bezañ ez eus bet
Hervez ar pezh am eus gant va zad kozh klevet
– Un den, va zad-kozh, mat ha gwirion-kenañ –
Amañ ’ta hervez ’r pezh am eus klevet gantañ
Ez eus bet ur chapel en amzer dremenet.
En amzer ma veve va zad-kozh ne oa ket
C’hoazh kouezhet-tre he mogerioù ha meur a dro
Ez ae diouzh ar pardaez da bediñ etrezo
Va zad, Doue ’r her pardono, va zad ivez,
– Soñj ho peus anezhañ, c’hwi holl ? – Her c’hrede…
Erfin, ar re gozh holl, a oar ervat, Aotroù,
’Z eus bet amañ gwechall, e-kreiz ar Bosennoù,
Ur chapel, ar gaerañ a oa en hor bro-ni.

AR ROUZ
Ha setu c’hoazh a-se mein-benn deut anezhi.

GARO
Pelec’h ?

AR ROUZ
                 El lab. Mein an nor a zo anezhi.
Ha re all a zo c’hoazh hanter guzhet er pri.

GARO
Piv en deus en em servijet eus ar vein-se ?

AR ROUZ
Tad va breur-kaer.

GARO
                                  Pell zo ?

AR ROUZ
                                                  Me a gredfe
E ve dek vloaz m’emañ al lab-se en e sav.

AR PELIKARD
Ivon, eñ, a gave, penaos ne oa ket brav
Kemer mein ur chapel da sevel ur c’harrdi,
Met an tad eo ar mestr, betek-henn ganeomp-ni.

GARO
Pelec’h en em gave ar chapel ?

LEZULIT
                                                        Ar chapel ?
En tachad-se zo goloet a zrein uhel
Du-hont…

GARO
                    Laosket eo bet an douar da baouez ?

LEZULIT
Ret ma’z oa.

GARO
                       Ret mat oa ?

BLOENNEG
                                              Ya ! Ya ! N’eo ket gwell aes
Dont a-benn anezhañ, Aotroù.

GARO
                                                        Ha perak ’ta ?

LEZULIT
Met n’eus ket a voien d’hen arat.

AR RE ALL
                                                            Nann.

ARDEVEN
                                                                        Petra ?
Soñjal a raen atav e vije bet komzet
Un taol bennak eus ar bourd-se.

GARO
                                                           Ne gredit ket
An dra-se, c’hwi ?

ARDEVEN
                                 Nann, da ! Ha ’vit diskouez dezho
Pegement e kasaan o sorc’hennoù goullo
– Setu lec’h ar chapel, du-hont sellit eñ mat –
Mat, tudoù, pa garoc’h me a zay d’hen arat.

GARO
C’hwi.

MEUR A HINI
            Diwall, Mark !

ARDEVEN
                                      Me ’ra « foutre » kaer, sur !

LEZULIT
                                                                                        Diwall.

ARDEVEN
Ha perak e krenfen ?

LEZULIT
                                      Graet ez peus ur soñj fall.
Erru ’ray ganez ur gwall zarvoud.

ARDEVEN
                                                             Gwell a se !

AR PELIKARD
An Itron wenn a’z kastizo ma raez re.

ARDEVEN
An Itron eo, sur, ya ? An diaoul ne lavaran ket.

AR PELIKARD
Diwall !

ARDEVEN
               Rak hoc’h Itron n’em eus ket aon ebet.

GARO
Ha prest ’oc’h raktal, Mark Ardeven, da vonet
D’ar Bosennoù gant hoc’h arar hag ho loened ?

ARDEVEN
Prest ’oan, Aotroù. Me n’em eus nemet daou ejen.
Loeiz ar Rouz en deus pevar, met gant va daou loen
Bihan ha kalonek e rin e berr amzer
Al labour n’eo ket gouest e re dezhañ d’ober.

AR ROUZ
Ah ! Mark, diwar-benn va loened, ro peoc’h, selaou.

ARDEVEN
Deus ganto, Loeiz ar Rouz.

AR ROUZ
                                                  Da b’lec’h ?

ARDEVEN
                                                                        D’ar Bosennoù.

AR PELIKARD
D’ar marv ’za kentoc’h, ar paourkaezh !

GOULC’HEN
                                                                         D’en em goll !

ARDEVEN, a-ziabell
Deu’t mar karit, deu’t…

AR PELIKARD
                                            C’hoazh ur wech, diwall !

ARDEVEN
                                                                                          Deu’t holl.

Holl ez eont d’e heul nemet Goulc’hen ha Nikolazig a oa deuet war leurenn ar c’hoari un tammig a-raok ma’z oa aet Mark er-maez.