daskor - facebook  daskor - css

Daskor

Mamm ar vro, gant Jean-Marie Perrot

Genre
Théâtre
Langue
Breton
Source
Brest, Emglev Sant Illtud, 1923
Remarques
Nous avons adapté le texte du breton vannetais au breton KLT.
Transcription
Sébastien Marineau
Dans le même ouvrage :

Anna, merc’h ar rouaned, gened ar Jude, pried Joachim, mamm ar Werc’hez Vari ha mamm-gozh Hor Salver eo ivez mamm hor bro, mater patriæ ; dibabet eo bet evidomp gant an Aotroù Doue. Hi eo ar santez vras-meurbet a ro fiziañs ha skoazhell d’ar Vretoned ; Hi, pa’z a mat an traoù ganeomp eo o laka da vont evel ma’z eont ha pa’z eont fall, Hi eo a deu, d’ar red, war hor sikour ; Hi eo an hini ne ankounac’haio biken he fobl hag e devezo atav ur mousc’hoarzh karantezus evit he holl bugale pe i a labour war zouar, pe i a labour war vor ; e beg he zour dantelezhet, gwintet ken uhel er vann, du-hont e Bro-Wened, Hi eo an hini a zo atav war c’hed, he daoulagad o sellet e pennoù pellañ Breizh en aon ne deufe an enebour da dagañ unan pe unan eus he bugale : « possuerunt me custodem, va c’hlasket o deus d’o diwall, emezi, hag o diwall a rin ! »

Da geñver ar bloaz-mañ ez eus tri c’hant  vloaz abaoe m’he deus dibabet hor bro evit bezañ skabell he zreid hag ar Vretoned evit bezañ he fobl muiañ karet. Er bloavezhioù 1623, 1624 ha 1625, Ivon Nikolazig a welas anezhi, n’eo ket aes gouzout pet gwech. Burzhudoù Keranna an holl, e Breizh, a dle o anaout : an Aotroù Bayon en deus o lakaet e gwerzioù dudius, bremañ ez eus pemzek vloaz ; e bezh-c’hoari « Nikolazig » — kempennet ar pezh m’oa ret evit ma vije aesoc’hig d’an holl Vretoned e entent — eo a zisplegimp, e Lesneven, d’ar Bleuñv-Brug a zeu. Ha goude, ma ra tro Breizh, nemet gwelloc’h a se ne vezo ken : mat eo lavaret d’ar vugale ar pezh he deus graet o mamm evito.

    Plougerne, 26.7.23

    J.-M. PERROT