daskor - facebook  daskor - css

Daskor

Kent ma sav ar gouel.

AR C’HOMZER a lavar

En noz-se an hini He devoa dibabet
’N em dennas goude koan, er-maez, fallgalonet,
Kaer en devoa gortoz, ’n Itron ne zeue ket.

En un taol, pell dioutañ, e klev tud a-gantoù
O tont war-zu ennañ ; karget eo an hentoù
A ya da Geranna, a drouz, a werzennoù.

Hag e sav hag e sell tro ha tro ; ne ’z eus mui
Allaz, war an hentoù, nag er pennkêr, hini.
Souezhet bras e teu, soñjus, war-zu e di.

An noz a oa didrouz, ar stered a skede,
Perak en em chalañ ? Graet en deus un huñvre.
Hag Hi a soñj atav ennañ an Itron-se ?

An Itron wenn ken splann ’vel an heol ha ken mat
Ma kav dezhañ e teu bep wech re ziwezhad
Hag ez a kuit, kalz re abred, e Vestrez vat.

Dihun mard out kousket ! Setu hi… ar splannder
A daol ar piled koar, en-dro dezhi, ken kaer,
A garg al leur, a garg an ti, a garg ar gêr.

Pa’z eo savet ar gouel, e-pad ar c’han, Santez Anna kurunet a splannder en em ziskouez da Nikolazig.

AR GANERIEN

O madelezh, o madelezh hep par
        Setu Santez Anna
    O tont war an douar
        Na burzhudusañ tra
O madelezh, o madelezh hep par.

    Itron Santez Anna
    Mirit ho Pretoned
    Goulennit dreist pep tra
    Ma vimp fidel bepred.

    Evidomp-ni emañ
    He c’harantez vrasañ ;
    Evidomp-ni e ra
    He burzhudoù kaerañ.

    Itron Santez Anna
    Mirit ho Pretoned
    Goulennit dreist pep tra
    Ma vimp fidel bepred.

AR C’HOMZER

D’ar paourkaezh labourer a dachenn Keranna
Piv a ouezo petra ’lavar Santez Anna ?