daskor - facebook  daskor - css

Daskor

NIKOLAZIG, e-unan
Ret e vo din monet d’ar vourc’h ; warc’hoazh ’velkent
Da welet ar person… Kouezhañ ’rin war an hent
Ma ne deu ket, va mestrez vat, war va sikour,
Ken gwasket all ha m’eo ennon va c’halon baour.
Va Doue ! Daoust hag an dra-mañ ne vefe ket
’Vit kastizañ, siwazh, va buhez tremenet,
Ur binijenn a gasit din ? Pegen kalet
Bennak ma’z eo… Ho youl deoc’h-c’hwi, Tad, bezet graet !

Diwezh an arvest kentañ.