daskor - facebook  daskor - css

Daskor

MARK ARDEVEN, AR ROUZ, GUILLAS, AR PAN, TANGUI, re all c’hoazh ha war fin an diviz JAK AR PELIKARD

ARDEVEN
Ha ! ’Ta, paotred, eostet ho peus hervez ho poan
Hag ho c’hwez a redas eus ho tal d’an douar ?

GUILLAS
Goap a rez, Mark, kerkoulz ha pep unan, te ’oar
Pegen dister eo dre-holl an eost er bloaz-mañ.

AR PAN
En douar nag er gwez ne’z eus ket kalz a dra.

TANGUI
Ur gwall avel bennak en irvi hag er gwez
A rank bezañ suilhet, war net, had ar frouezh.

ARDEVEN
Pa’z eus ur sorser ’barzh ar vro, e ra e benn…

AR ROUZ
Petra ’z peus c’hoant da lavaret, Mark Ardeven,
Eus va breur kaer Nikolazig ?

ARDEVEN
                                                      Petra ? Ha ! Klev,
Loeizig ar Rouz, un dra splann mat da welet eo
Pa vez hon eost deomp-ni ken paour, e eost dezhañ
A gendalc’h da vezañ atav eus ar gwellañ.

GUILLAS
Feiz, ya ! Bep bloaz, gwelet a reomp ar memes tra !

AR ROUZ
Jalouz ’oc’h anezhañ, moarvat ?

ARDEVEN
                                                           Un nebeud, ya !

AR ROUZ
Daoust m’en deus un tamm chañs n’eo ket un digarez
D’hen tamall, gant kement a rustoni, ar c’haezh !

ARDEVEN
Geo ! Mard eo diwar hor c’houst en deus chañs ’vel-se.

AN HOLL
Diwar hor c’houst eo, Mark ; diwar hor c’houst eo se !

TANGUI
Un den her c’hav, n’eus forzh da begoulz eus an noz,
E zaoulagad pleget gantañ hag hanter-gloz
O troial en hor parkeier-ni, e-unan
En ur zornañ e chapeled, peurliesañ.

AR ROUZ
Met n’eo ket difennet ’michañs pediñ Doue.

ARDEVEN
Geo ! P’her peder ’enep d’ar re all… An den-se
A zo an diaoul a-du gantañ.

Ar rouz a bella evit dont en-dro d’em goude.

AR PAN
                                                 Ne gomz ket mui,
Kaer zo ober goulennoù outañ, ouzh hini !

ARDEVEN
Souezhet e vefen, m’hel lavar, sklêr ha fraezh,
Ma n’erru droug ebet ganeomp a-berzh hennezh !

GUILLAS
Klevet ez eus bet trouz, d’an noz, er Bosennoù.

AR PAN
Ha gwelet ur barrad stered en e barkoù.

ARDEVEN
An diaoul en em ziskouez dezhañ ne deo ket gwir,
Loeiz ar Rouz, respont ’ta ! Te a dle gouzout hir
A-ziwar-benn ar pezh ho peus gwelet ho taou.

AR ROUZ
Gwelet hon eus o tont, un noz, eus hor parkoù,
Un Itron wenn…

ARDEVEN
                               Setu ! Petra ’lavaren-me ?
Ha n’ez peus ket gouezet piv eo an Itron-se ?
An diaoul eo, m’hel lavar dit, an diaoul ! Piv ’ve ken ?

AR PELIKARD
Evel kilhog an tour c’hwi zo hedro ’velkent !
Ne ’z eus ket c’hoazh ur bloaz, va zud keizh, ne oa ket
Un den istimetoc’h e parrez Plunered
’Get ar c’honsort Ivon Nikolazig. Hiziv
Gwell eo ganeoc’h her gwelet marv eget bev.
Diskouezit ’ta d’ho nesañ muioc’h a garantez
Hag e lec’h hen dispenn ho pet kentoc’h truez
Ouzh ur paourkaezh a zo dibabet gant Doue
’Vit dougen ur groaz kalz pounneroc’h ’vit ho re.
Setu eñ, just a-walc’h, o tonet. Deomp pelloc’h ;
Mar am c’hredit, tud keizh, n’her sammoc’h ket muioc’h.

Holl en em dennont.