daskor - facebook  daskor - css

Daskor

MARK ARDEVEN, e-unan
                                                                           Hum, m’hen tou
Faziañ ’ran a-grenn, pe setu un aotroù
Hag a vo aes da dreiñ ha da zistreiñ, me ’gred ;
Un eontr kozh en deus, pinv’ig ha mac’hagnet ;
Kondaonet eo. Warc’hoazh ar mestr ne vo ket mui
Ar paourkaezh eontr krommet dindan samm ar gozhni
Met Koatmenez, ya ! Koatmenez an den hep feiz,
A vev en e goadoù, gouez, evel ur bleiz.
Mat ! Gwell a-se, gwell a-se ’ta, rak me ivez
A c’hounezo atav un dra en afer-se.
Un dachenn gaer, tachenn Nikolazig ar Sant ;
Dastumet ’neus enni meur a yalc’had arc’hant,
Mall eo dezhañ lezel e zouar gant un all.
Eñ a wel an dra-mañ ’n dra-hont. Me, n’eo ket fall
Va gwelet kennebeut ’vit c’hoazh ! Ha ! Ha ! Me ’wel,
Du-hont ar mor, e tu ar sav-heol, o sevel
Mallozh d’ar veleien, d’ar venec’h ha d’ar re
O heul ’vel loened o fastor ; evidon-me
Pa’z eo gwir e c’hwezh an avel ’enep dezho
A-dro, a-du gant an avel ; ar c’hreñvañ eo.
Met chut ! Setu an dud o tont da glask koan.