daskor - facebook  daskor - css

Daskor

MARK ARDEVEN, AN AOTROU KOATMENEZ

ARDEVEN
Nozvezh vat deoc’h, Aotroù Koatmenez.

KOATMENEZ
                                                                         C’hwi eo, Mark ?

ARDEVEN
Me eo, Aotroù ; mall eo, me ’gred, kuitaat ar park,
’Vit mont war-zu ar yod ; troc’het em eus segal
E-pad an deiz ; chomet oan un tamm da gaozeal
Gant Jak ar Pelikard.

KOATMENEZ
                                       Ama, neuze ’ta, klev,
Eo e weler an traoù souezhus-se a zo
Anv anezho ?

ARDEVEN
                        Ya, Aotroù ; gwelet e vez
Un Itron lugernus ’vel an heol da greizteiz,
War-dro an noz, a-zioc’h ar feunteun o skediñ
Hag aelez o nijal, er vann, en-dro dezhi.

KOATMENEZ
Ha c’hwi, Mark Ardeven, krediñ a rit ivez,
Hep bezet bet gwelet netra, ar bourdoù-se.

ARDEVEN
Kement a lavarer deomp, oh ! Ni her c’hred-ni.

KOATMENEZ
Ha mat, Mark Ardeven, me n’on ket ’veldoc’h-c’hwi
Rak me ne gredan ket ’met ar pezh a welan.
’Vit ma kredin enni, ret eo ’ta da gentañ,
Ma c’hellin, va-unan, gwelet an Itron-se
Hag ouzhpenn, klevit mat, ret ’vo c’hoazh da Zoue
Tennañ un taol kurun warnon da zigeriñ
Ervat va daoulagad.

ARDEVEN
                                     Nag a stal ’vit krediñ.
Diouzh am eus-me klevet, tri den a Bleuwigner
He gwelas c’hoazh, war hent bras Alre, dirgwener.

KOATMENEZ
Pa vez traoù souezhus ’vel-se, n[e] ouzit ket,
An holl, war o meno, o devez o gwelet.
Ar veleien, glaoustre, eo a zo adarre
O klask tromplañ an holl gant ar sorc’hennoù-se.

ARDEVEN
Nikolazig n’eo ket…

KOATMENEZ
                                     N’eo nemet ur mevel,
Ur benveg mut etre daouarn an dud santel ;
Int eo her c’has hag hen digas ’vel ma keront ;
Met laoskit ’ta… Ne raint ket dalc’hmat ’vel ma reont.
Kent ma vo pell, konsort, an dud en hor bro-ni
A welo dre amañ meur a nevezhenti.
Ar mor du-hont a red, war an aod, gant safar,
Tostaat a ra… Me ’glev e drouz hag e gounnar…

ARDEVEN
Petra a vennit lavaret, Aotroù ?

KOATMENEZ
                                                        Ar mor
A deu, m’hel lavar dit, e houlennoù digor
Astennet en e raok, ’vit diskar kement tra.
Mallozh d’ar re a drompl ar bobl e Keranna.
An Hugunoded, ya, a zeu…

ARDEVEN
                                                  E kwir ?

KOATMENEZ
                                                                  Ya ! Ya !
Emaint e Joselin, warc’hoazh e vint amañ ;
Warc’hoazh pe a-benn ur miz da ziwezhatañ…
Ha neuze e vezo din-me holl beadra
Aotroù kozh Kerlogen ; din-me e dachennoù,  [ar rim a vank] 
Din-me ar goumanant a Geranna ; din-me
Tachenn Nikolazig !… M’her chaso-me neuze,
N’vo ket pell, ’n ul lec’h all da glask e Itron wenn !

ARDEVEN
Ret e vo deoc’h neuze lakaat en e dachenn
Ur merour all bennak ha…

KOATMENEZ
                                                 Ya ! Ha te ’garfe
Ma vefe te, Mark Ardeven, ar merour-se.

ARDEVEN
Mar plij ganeoc’h, Aotroù… Eurus mat e vefen,
Met n’eo ket marv c’hoazh an Aotroù Kerlogen.
Daoust ma’z eo kozh, ne zalc’hit ket c’hoazh e zanvez.
Bevañ ’raio, m’hen asur deoc’h, meur a vloavezh.
Mont a ray d’e gant vloaz !

KOATMENEZ
                                                Koatmenez a sikour
Ar marv a-wechoù, da ober e labour,
War-dro un den ! Warc’hoazh ez in, hep marc’hata,
Da welet ha va eontr n’eo ket skuizh o vevañ.
Kenavo, Mark.

ARDEVEN
                            Yec’hed mat deoc’h… mestr.