daskor - facebook  daskor - css

Daskor

MARK ARDEVEN, e-unan

ARDEVEN
                                                               Ha ! Feiz !
Pebezh alvaon ! Gourdrouz, grignouzal ’pad an deiz,
Setu e lod ! Kae ’ta da glask en da wele
C’hwenn a-walc’h da gargañ da leroù ha ’vel-se,
Mard eo gouest da zaouarn da fiñval da bemp biz
Te ’gavo ’benn warc’hoazh ul labour diouzh da c’hiz.
C’hweziñ a ran ouzh her gwelet, ar bolomm-se.
Nikolazig hag eñ, eo, lavaret ’vefe,
Mistri ar pennkêr-mañ ; hep aotre an daou-se,
Daou sant, den ne c’hello ober seurt, dizale.
Ar re all holl a bleg dirazo izelañ
Ma c’hellont, me hepken a chom hep horjellañ,
Em sav ha sonn va fenn, dirazo, hep krenañ !
Ha n’eo ket an daou-se hel lakay da blegañ.
Re eurus eo Nikolazig en e dachenn.
Laoskit ’ta ! Kozh mat eo ar bolomm Kerlogen.
Ha ! Just a-walc’h setu an Aotroù Koatmenez.
Perak ’ta emañ-eñ ken diwezhad er-maez ?