V Diviz
- Dédicace à Mgr Gouraud
- Mamm ar vro, gant Jean-Marie Perrot
- Préface de Mgr Gouraud
- an Dud a zo er c’hoari
- Gwerz Nikolazig
- ar C’hentañ tra a weler
- an Arvest kentañ
- an Eil tra a weler
- an Eilvet arvest
- an Trede tra a weler
- an Trede arvest
- ar Pevare arvest : kentañ taolenn, ar gwalinier
- ar Pevare arvest : eil taolenn, ar c’hloar
- ar Pevare tra a weler
- ar Pempet arvest
- an Diwezhañ ha kaerañ tra a weler
JAK AR PELIKARD ha kent pell MARK ARDEVEN
AR PELIKARD, e-unan
Va zad kozh, Dou’ r’her pardono, a lavare
’Lies : gwelet e vo traoù kaer amañ un deiz !
Koulskoude un druez eo gwelet ur c’haezh den,
Ken mat, gwasket ’vel-se kement, gant an anken.
Biskoazh ne ’z eus ket bet ur c’hristen en hor bro
Ken gwirion, ken devot, ken troet mat…
ARDEVEN, o tegouezhout war al leur-c’hoari
Piv eo
Hag a be steredenn e c’hellfe ’ta bezañ
Un den ken souezhus kouezhet e Keranna ?
AR PELIKARD
Che ! Mark, ne ouien ket e oas ouzh va selaou.
ARDEVEN
Pep hini o tremen a c’hell tapañ an traoù
A glev. Oh ! N’ho peus ket a ezhomm da gaout keuz
D’ar pezh am eus klevet. Me ne rin ket a freuz
Deoc’h goude ma komzfec’h ac’hanon evel-se.
Me zo devot, em giz ; me a servij Doue
Noz ha beure, d’ar red, va fedennoù a ran
D’an oferenn – sul-c’houel ez an – Ya ! Pa dizhan ;
D’ar paour, me a oar reiñ va gwenneien a re
Hag ar gest, bep bloaz, d’ar person ha d’ar c’hure
Petra ’c’hellan-me da ober muioc’h ?
AR PELIKARD
Feiz, vat,
Petra ’rafes ? Netra ’ta ken nemet pignat
E lec’h ur sant bennak, en iliz, da c’hortoz
Ma vo graet ur gador diouzhit er baradoz.
ARDEVEN
Grit goap ! Kozh a-walc’h ’oc’h-c’hwi atav ’vit monet
Da glask, en douar yen, ul lec’h gant ar preñved.
AR PELIKARD, en ur vont kuit
Pa vo youl Doue, Mark, pas a-raok.