daskor - facebook  daskor - css

Daskor

AR PELIKARD, NIKOLAZIG, ar chapeled en e zorn.

AR PELIKARD
Ha ! ’ta, Ivon !

NIKOLAZIG
                          Ha ! Jak ! Pardon, n’ho kwelen ket.
Deut ’oc’h da’m diarbenn ?

AR PELIKARD
                                                 Feiz ! Ya ! Me zo nec’het
O klask gouzout petra ’stourm ouzhit evel-se
Doujañs hag aon az peus ’raozomp lâret ’vefe.

NIKOLAZIG
Nann, Jak, nann, aon ebet, met…

AR PELIKARD
                                                            Met petra ?

Nikolazig ne respont ket.

                                                                                  Kuzhat
A rez ur boan bennak ouzhin, m’her gwel splann mat.

NIKOLAZIG
Peseurt soñjoù a rit-c’hwi ’velkent ! Pep unan
En deus – al lezenn eo – poanioù bras pe vihan
Ha n’eo ket ret o dizeleiñ en doare-se
D’an holl.

AR PELIKARD
                   Nann ! Sur a-walc’h ; meur a wech koulskoude
Pa vez an den dindan e groaz, ken skuizh, ken faezh
Ma pleg ’vel ar Salver dindani, ha ma kouezh,
Hep gellout he dougen pelloc’h, ne gredez ket
Penaos, ’vel ar Salver, an den kaezh-se nec’het
A rafe mat kemer harp en hini a venn
Her sikour da zougen e groaz betek ar penn.

NIKOLAZIG
Gwir eo, met…

AR PELIKARD
                            Petra c’hoazh ? Komz ’ta daoust ha n’on-me
Ket ur mignon mat dit ?

NIKOLAZIG
                                            Eo, sur !

AR PELIKARD
                                                             Ha ! Mat neuze
Perak kaout aon ’raozon ’vel-se ? Perak krenañ ?
Gant ur ger ’z po ar peoc’h ha gant ar peoc’h ar joa
Eurus an neb en deus an daou dra-se ’n e serr !
Kollet ez peus arc’hant, Ivon ?

NIKOLAZIG
                                                        An traoù em c’hêr
Ne c’hellont ket mont gwell.

AR PELIKARD
                                                Klañv ’out marteze ?
Lavar !

NIKOLAZIG
              Nann, Jak, yac’h ’on a drugarez Doue.

AR PELIKARD
C’hoant az peus a welan da viret da sekred.
N’eus droug ebet, va mab.

NIKOLAZIG
                                                 Asa ! Ne c’hellan ket
Chom mui ’vel-se ; mougañ a rin.

AR PELIKARD
                                                             Ah ! Va mab paour.
Taol d’an traoñ ar chaoser ; laosk da redek an dour.

NIKOLAZIG
Setu – soñj ez peus, Jak – ne’z eus ket gwall belloù,
Va breur-kaer Loeiz ha me a welas, splann hon-daou,
Amañ, sell, end-eeun, dirazomp, un Itron wenn.
Lugernus, gant, dindan he zreid, ur goumoulenn.

AR PELIKARD
Soñj am eus ; un ene deut eus ar purgator
Da glask, moarvat, en e boanioù, un tamm didorr
Bennak ? Un oferenn ?

NIKOLAZIG
                                           Nann, Jak, nann.

AR PELIKARD
                                                                           Va Doue,
Pe anv he deus ’ta, va mab, an Itron-se.

NIKOLAZIG
M’her goar ; hel lavaret he deus din reizh mat.

AR PELIKARD
                                                                                     Ha !

NIKOLAZIG
Gwelet am eus – na’m goapait ket – Santez Anna.

AR PELIKARD
Nikolazig, lâret a rez ar wirionez ?

NIKOLAZIG
N’m eus ket lâret gaou ’bet biskoazh. Ya, alies
’Meus gwelet anezhi – na brav oa da welet ! –
Santez Anna m’hen tou.

AR PELIKARD outañ e-unan
                                           Un huñvre en deus graet.

Kreñv

Sur ’out Ivon, penaos n’ez peus ket huñvreet ?

NIKOLAZIG
Ha ! Me ’soñje a-walc’h penaos em bije bet
Ar respont-se ganeoc’h !… Gant an holl ’m bo ’nezhañ :
Huñvreoù, spered gwan, setu, d’an nebeutañ
Ar pezh a vo lâret, a vez lâret dija,
Goustad c’hoazh, met kent pell, kreñvoc’h e Keranna.
Ha ! Mat, gwir eo, ken gwir ha ma’z ho kwelan c’hwi,
Em eus dek gwech, ugent gwech, gwelet anezhi
Gant va breur-kaer, ur wech, gwechoù all pep hini
Un Itron wenn – troioù el lab, troioù en ti –
Ur wech bennak e-tal ar feunteun, hag un deiz
M’edon o tont eus a Alre, du-hont e-kreiz
Al lann, teir sizhun zo, un noz e miz gouere
– ’Vit lâret just, d’ar c’hwec’h warn ugent – en deiz-se,
Soñj am eus e grenas ar c’har ganeomp ; dornet
Hon devoa hor segal hag edon astennet
El lab, war ar c’holo, d’o diwall, met n’oan ket
Gouest, ken nec’het e oan, d’en em reiñ da gousket ;
En un taol, echu oa va rozera ganen*,    [pe ganin] 
Me ’wel al lab a-bezh, ken leun a sklêrijenn
Ma kreden, hep soñjal, gwelet ar goulou-deiz ;
Me ’sav… An Itron wenn dirazon ’n em zalc’he.
Ken kuñv, ken kaer ha ken karantezus ha tra.
Eus a dre va daouarn va chapeled a oa
Kouezhet ; m’her c’hlask hep gouzout mui re petra ’raen :
« Ivon Nikolazig, eme an Itron wenn
N’ho pet ket aon ; me eo Anna mamm ar Werc’hez. »
Ha me dezhi : « Petra ’glaskit, O va Mestrez ? »
« C’hwi a zay hepdale, c’hwi hoc’h-unan, Ivon,
Da gas kemennadurezh eus va ferzh d’ho person
Ma savo ur chapel e park ar Bosennoù
En ul lec’h goloet a zrein hag a louzoù ;
Eno ’z eus bet gwechall ur chapel, ar gentañ
A zo bet savet din gant ho tadoù koshañ.
Ar gozhni he skoas ha nav c’hant vloaz zo bet
Abaoe ma n’eus mui en tachad-se tra ’bet !
Me ’venn ma vo eno ur chapel gaer all c’hoazh
Ha ma vin enoret enni a vloaz da vloaz. »
Kerkent en em gollas, gwenn-kann er goumoulenn,
Poan ho peus o krediñ ? Hejañ a rit ho penn,
Ha mat…

AR PELIKARD
                  An droug-spered zo fin ; alies mat
E kemer stumm ar sent evit gwell hol lakaat
Da faziañ…

NIKOLAZIG
                      An Itron-se zo ken mat,
He mouezh a zo ken flour ; he sell ken hegarat
A ya eeun betek ar galon hag a daol
Kement a joa enni… Nann. Nann. N’eo ket un diaoul
Eo a c’hell ’vel-se reiñ ar peoc’h d’hon ene,
Reiñ deomp al levenez, an eurusted, an neñv.

AR PELIKARD
Marteze e ve mat, komz evelkent, Ivon,
Eus an traoù souezhus-se d’an Aotroù person.

NIKOLAZIG
Just a-walc’h, Jak, setu ar pezh a c’hourc’hemenn
An Itron, abaoe teir sizhun pe ouzhpenn,
Met – me hen asur deoc’h – aon am eus bet.

AR PELIKARD
                                                                                 Aon ?

NIKOLAZIG
                                                                                           Ya
Petra ’vo lavaret ’c’hanon e Keranna ?
Penaos – sur a-walc’h eo – em eus kollet va fenn.

AR PELIKARD
N’he deus ket abaoe komzet an Itron wenn ?

NIKOLAZIG
Nann, a-raok dec’h ; met dec’h avat, va mestrez mat
Tra ma’z oan el liorzh du-hont o paterat,
He deus en em ziskouezet din ’n ul lavaret :
« Sentit hepdale ken ! » Ha ’vit ma vijen bet
Kreñvoc’h e falvezas ganti va c’hennerzhiñ
’Vel ur vamm he bugel.

AR PELIKARD
                                           Ret e vo dit sentiñ.

NIKOLAZIG
Krediñ a rit, ’v’lato, pelloc’h penaos am eus,
Dirak va daoulagad, gwelet mamm ar Werc’hez ?

AR PELIKARD
Te hel lavar, Ivon, me ’gred ’vel p’em befe
Gwelet ha klevet va-unan an Itron-se.

NIKOLAZIG
Trugarez. Vat ’ra din ho komzoù d’an eur-mañ.
Ya ! Trugarez ! Met ar person, allaz… petra
A soñjo, eñ, eus an traoù-se ?

AR PELIKARD
                                                        Hor person-ni,
Te ’oar, da welet, a zo leun a rustoni
Met, mat eo ; kae d’e gaout ; hep krenañ, hep doujañs,
Rak istim vras en deus ’vidout. Kemer fiziañs,
P’emañ Santez Anna a-du ganez, Ivon,
E teui n’vi ket pell a-benn eus hor person.

NIKOLAZIG
Va frealzet ho peus ; mont a rin hepdale
D’her c’haout.

AR PELIKARD
                          Hiziv ?

NIKOLAZIG
                                       Nann ! Nann ! Met warc’hoazh d’ar beure.

Mont a ra kuit.