daskor - facebook  daskor - css

Daskor

GOULC’HEN, JAK AR PELIKARD

AR PELIKARD, o welet Goulc’hen
Che ! Goulc’hen.

GOULC’HEN
                               Jak ar Pelikard !

AR PELIKARD
                                                             Sell ! N’out ket ’ta
C’hoazh marv ’velkent ?

GOULC’HEN
                                            Nann ! Met ar goañv-mañ
En deus hejet muioc’h ’vit biskoazh ar bolomm.
Te, Jak, n’ez peus ket kosheet na cheñchet lomm.

AR PELIKARD
Nann ! Da welet, da vihanañ, ha c’hoazh, paourkaezh,
Kenkoulz eo hen anzav, Goulc’hen, e gwirionez,
Koshaat a reomp hon-daou ; ret eo deomp kaout bremañ
Ur vazh d’en em harpañ ha debriñ hor bara
Hep gellout e c’hounit ; ar galon ganin-me
A chom c’hoazh digor brav, met, aze, va Doue,
An div c’har ne dalvont ket mui ul liard toull.

GOULC’HEN
Yac’h mat eo Marc’harid, da wreg ?

AR PELIKARD
                                                                Emañ er poull,
– kouez a zo gant re Nikolazig – ’vit c’hoazh,
Arabat klemm p’emañ en he zri ugent vloaz.

GOULC’HEN
Hag Ivon ?

AR PELIKARD
                     Ivon ? Hum !… N[e] ouzon ket petra
En deus. Tregaset eo a-walc’h en deizioù-mañ.
Eñ hag a oa ken gae gwechall ha ken laouen
Ne ra nemet lonkañ soñjoù ha netra ken.

GOULC’HEN
Setu ar pezh am eus c’hoazh klevet lavaret.
Poan ha kleñved, an den ganto a vez cheñchet.

AR PELIKARD
Gant Ivon eo gwir. Dres ! Emañ o tont amañ
Ha me ’garfe bezañ va-unan penn gantañ.

GOULC’HEN
Mat ! Mat ! M’ho lez ho-taou ! M’her c’havo goude-se.

AR PELIKARD
Aesoc’h e rin outañ va goulennoù ’vel-se !

Goulc’hen a ya kuit.