Steredenn ar C’hozh-Keoded

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Paris, Sandoz et Fischbacher, 1880
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

  Pa sav an noz teñval 
  War ar mor o youc’hal, 
  A-raok ma strak ar groz 
  A gan an eostig-noz. 

Diwall da vag ha da rouedoù 
Ouzh hent avel gouez an Ankoù, 
Pesketaer kozh, rak eo kuzhet
Kuzhet steredenn Kozh-Keoded. 

  Me ’glev, pa sav an noz
  Pa sav eus tu Bro-Saoz, 
  Klemm ul lestr o veuziñ : 
  Pedit holl, Breizhidi. 

Diwall da vag ha da rouedoù… 

  Noz dall. Ouzh treid ar groaz 
  Sell, pa lamm ar mor bras, 
  Ur verc’h, un aelig gwenn 
  Gwenn hag he blev melen. 

Kemer da rouedoù ha da vag, 
Pesketaer laouen, ha distag : 
En oabl splann bremañ eo savet 
Steredenn goant ar C’hozh-Keoded.