Son an nevez-amzer

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Paris, J. Maisonneuve, 1898
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

Moualc’hig-noz, pa glevan da son – o son 
A sav an anken em c’halon ; 
’Vel ul lestr war ar mor, d’an noz – bemnoz 
’On ma-unan e-kreiz ar groz. 

Dar’v el lanneg ar bleunioù, – dar’v 
Gwisket a-nevez ar c’hoadoù ; 
Ar pardonioù a zo digor : – digor 
Deu’t ’ta, merc’hed, war doull ho tor. 

An nevez-amzer c’hoarvezet – abred, 
’Mañ daou-ha-daou al laboused, 
Al laboused o klask un neizh – o neizh 
’Vel er pardon tud yaouank Breizh. 

Tommder an neñv hag e vammig – mammig 
’Maez e bluskenn ’tenn an evnig ; 
Ouzh ar ganfarded re garv, – garv 
Evnigoù, Doue d’ho miro ! 

Pa vo kresket o diveskell, – eskell 
’N ur ganañ ’tarnijfont uhel ; 
Al laboused zo da Doue, – ’vel me, 
’Vel ’on dalc’het da’m c’harantez. 

An nevez-amzer zo joaüs – joaüs 
Nemet d’ar re karantezus, 
D’ar re ’zo pellaet da viken – biken 
Ha gouestlet ho-daouig zoken. 

Tav da c’hwistellat, moualc’hig-noz, – bemnoz 
N’on ken, siwazh ! ouzh her gortoz ; 
Troc’het eo ma nevez-amzer, – a-verr : 
N’eus den ouzh ma c’hortoz er gêr.