Son ar chufere

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Paris, J. Maisonneuve, 1898
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

Ouzh taol oa c’hoazh tud an eured, 
Broudig an dall pa’z eo klevet, 

Gant e gi ar baleer-bro 
O pateriñ ouzh an treuzioù : 

– Dall ha daonet ! An aluzon
Az po, mar kanez deomp ur son. – 

E sku’ll* ’n e zorn gant pep hini,     [skudell] 
’Krog an diskan war leur an ti. 

   Skuilh ha skuilh, ev da ruilh ; 
   Chufere, n’evit re. 

Mat eo gwin ruz d’ar Gallaoued*,    [sic] 
Evel dour-red d’al laboused ; 
Chufere ’neus ar Vretoned. 

Breizhad ’a dañva chufere 
N’anzav da vestr nemet Doue ; 
Ha kalz n’eo ket Doue ’vite. 

Ken dous evañ chufere mel 
Ha kemer pokig dimezell : 
Diwall a gement-se zo well. 

Biskoazh roue ar Vretoned 
Gant ar Saozon n’oa bet trec’het, 
Gant ar sec’hed na lâran ket. 

Ur rumm daouzek a varc’heien, 
’N o zouez ur briñsez blev-melen, 
’Oant o koaniañ ’n un enezenn. 

Blondinenn ’skuilhe da evañ. 
Gwad paün ’faotas da gentañ 
Er chufere, ’vit o skañvañ. 

En eil sku’llad gwad naer wiber : 
Hag int a-greiz ebatoù kaer 
D’en em dagañ ’vel loened taer. 

Gwad ur porc’hell er sku’llad all : 
Ha kerkent ’int kou’et mezv-dall, 
I o c’hoarzhin gant selloù fall. 

Ha krog e korn-boud ar roue 
’Sonas d’ar Saozon… – Hag ab’oe 
Emañ Breizh dindan gazel-ge. 

    Skuilh ha skuilh, ev da ruilh ; 
    Chufere, n’evit re. 

N’oa ket ar ganaouenn paket, 
’Vel sonerien m’oant stlabezet, 

’Oant stlabezet dindan an daol 
Gant nav sku’llad, unan pep taol. 

Requiescant ! – eme Broudig, 
’N ur vont en hent, leun e sac’hig.