Ti ma zad na oa ket pell-wazh 
Eus an aod don, ’lec’h ’garfen c’hoazh 
Klevet o c’hourdrouz ar mor bras. 

Ha ’kichen an aod ar c’hoadoù, 
Ed-du ha melchon er parkoù, 
War kleuz ar parkoù avaloù. 

Du-hont er gorredour uhel 
D’abardaez ur c’hloc’hig santel 
’Vit an anaon a vrañsell. 

D’ar sul goude an ofer’n-bred 
An dall war bazenn ar vered 
’Gane ar werz nevez savet. 

Gant Annaig hag he c’hoar all 
War an dosenn ’sellemp gwechall 
Bugale ’c’hoari mouchig-dall. 

Ha da c’houloù-deiz ouzh ar stêr 
’Klevemp o nijal dibreder : 
– Per, Per, digor d’an alc’hweder. 

Tro-pad ’on bet e ti ma zad, 
Ken eürus ’oan hag er c’hoad 
Ar voualc’h ’c’hwitelle diwezhad. 

C’hoazh ’meus klevet an eostig hañv 
O lenvañ bemnoz : me na ran 
Nemet lenvañ ivez bremañ. 

Tommoc’h ma gwad : ’meus peoc’h ebet : 
Evel en ur vro milliget 
’On-me o leskiñ hep sec’hed. 

E Gêr-Vras zo trouz an ifern ; 
Amañ eo da welet a-vern 
Tud nec’het o redek ’vel lern. 

Hag ar plac’hed en o selloù 
Glaou tan : Sant Erwan ra’m miro ! 
Kuñvoc’h a sell merc’hed ma bro. 

Ar barzhed emaint daou pe dri ; 
Evit ar re all n’ouzont-i 
Nemet gevier ha lousoni ; 

Neuze o sonioù gwast[ad]er 
’Kasin ur wech da’m barzhed ker, 
Milin, Luzel ha Kervarker. 

Gouel an Holl-Sent a zo warc’hoazh, 
Ar c’hleier ’deu en-dro : allaz ! 
Me ’gav ar c’hleier ’vel ar c’hlaz.