Mein-bez : Samuel Urrabieta

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Paris, J. Maisonneuve, 1898
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

Kousk da hunig, mignon klouar, 
Da gorf dindan e vec’h douar, 
Da ene paour ouzh skeud al loar. 

Bremañ da viken e gouski 
Er vered, a-raok da gozhni, 
Prim falc’het e giz gwenn lili. 

Kuñvoc’h an huñvre ’barzh ar bez 
’Lec’h a dremen ar vugale, 
Pa sav an avel abardaez, 

Ar vugale gant o c’homzoù 
A daol a-dreist ar mogerioù 
D’an heklev c’hoazh yezh kaezh ar Vro. 

A-greiz da hunig ’n ez pro pell 
Ra gaso koun dit an avel 
Ouzh kan’ouennoù Breizh-Izel ! 

Hon zadoù kozh o deus kanet 
’Raok bezañ dre holl distaolet, 
’Vel e Pariz ni hon eus graet. 

Kaner flour, kousk da hun bremañ. 
Ha da venez ’ray avel hañv 
Da luskell d’hunig diwezhañ !