Pok ar marv

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Paris, J. Maisonneuve, 1898
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

Klevet ac’h eus pe burzhud bras 
E Breizh-Izel a c’hoarvezas ? 

    **** 

Kaer ar plac’hig ’vel steredenn, 
Evel un evn ar paotr laouen. 

– Naig, Naig kaezh, lârit din, 
Hag e miz gouere hon dim’i* ?     [dimezi] 

Neuze hon-daouig d’ar bloaz-mañ 
’Rafemp pardon Santez Annañ. 

– Me ’vo hualet p’am bo c’hoant. – 
Evel-se komz ar plac’hed koant. 

Da viz gouere, bleuñv er parkoù, 
’Toull an nor ’stokas an Ankoù. 

    **** 

Arabat eo goude kañvoù 
Daou* da darempred ar bezioù ;     [daou-ha-daou] 

Ar re varv ’deus kasoni : 
O hun n’eo ket mat da derriñ. 

– Gwell ’ve ma lakaat en douar 
E-lec’h Naig ! – ’garme he c’hoar. 

Hag ouzh he c’hlevet oa truez 
Hep gallout kuzh he c’harantez. 

D’an abardaez, ur c’horf kastiz 
Da sevel ouzh ar gwele pri, 

Hag a daolas e liñsel wenn 
Gant an daouig war ar geotenn. 

Kaset daou arc’hed da Naig, 
Evit he dous hag he c’hoarig. 

    **** 

Bremañ emaint o zri kousket, 
Naig e-kreiz, ’memes bered. 

Teir ivinenn zo krog eno, 
Tri evnig-noz ’kan er brankoù. 

Neb a dremen dindan ar gwez 
’Stag da ouelañ hep gouzout de’.