Pardon Sant Treveur

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Paris, Sandoz et Fischbacher, 1880
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

  I 

Ran-tan-plan, ran-tan-plan. – Tud vat 
A-dalek ar Roc’h betek Prad, 

Eus a-berzh an aotrounez veur, 
Disul ’mañ pardon Sant-Treveur ; 

C’hoari e pep doare ’vo graet 
Nemet gourenoù na vo ket, 

Er bloaz-mañ na vo gourenoù, 
Se ’lak lazhadeg ’barzh ar vro. – 

Evel-se an tabouliner 
’Embanne e Roc’h d’ar gwener ; 

Hag o vousc’hoarzhin er marc’had 
Ar maeziad a rae serr-lagad. 

Ar sul war-lerc’h heol splann ’velkent 
Ha tud hag heol e-leizh an hent ; 

Dre ar pradoù war ar c’hlazenn 
Merc’hed, paotred hag archerien ; 

Ha ’c’hoarivas dre ar pradoù, 
M’hel lavar, nemet gourenoù ; 

Ha d’ar jabadao gant ar foultr 
’Deuent en-dro evel ar poultr : 

Ken ’oa mezv al lammerien, 
Ar binioù pe e berc’henn. 

Eus a Sant-Treveur daou-ha-daou 
’Distroent gant bleunioù ar gaou : 

Bleunioù hañv ouzh o zavañjer 
Hag en o c’halon ar gevier ; 

Berroc’h ’vit ar bleunioù, paotred, 
’Bado karantez ar merc’hed. 

  II 

Paotr ar gward ’goulenne emberr 
Tost d’an Ti-Poazh digant ur c’houer : 

– Ar maout-se pelec’h ’fell dit kas 
Ouzh e gernioù ruz-gwenn-ha-glaz. – 

– Evit un eured ’vo ret kaout 
Da bred warc’hoazh ur gaer a vaout. – 

– Da loenig n’a ket d’an eured, 
Da leur ’r pardon na lâran ket. – 

Da leur ’r pardon ’an marteze 
Ha mar karez dont ’weli se. – 

O tifourkañ da Sant-Treveur 
Un dinell oa en-dro d’al leur. 

Ha pevar dantad tan ouzhpenn 
’Pevar du d’ar gourenerien. 

Hou-hou, eme ar c’houer war ged 
Hou-hou evel ar Chouanted : 

Ha pa digorjont an dinell 
War benn paotr ar gward ul liñsel ; 

E-pad ar c’hannoù an den kaezh 
’Us d’ar chistr war e goazez reizh

Na klevet na rae na gwelet, 
Stoubenn e skouarn ha mouchet. 

Klevet na gwelet na fiñval, 
Hualet ’vel un aneval ; 

An deiz war-lerc’h, e-maez pa eas 
’Toull e dor e wreg her kavas. 

Difenn gourenoù d’ar Vreizhiz, 
Difenn d’ar person e iliz. 

Pa oe c’hoarvezet an dra-mañ, 
’Oan e Treger o studiañ. 

O studiañ ’oan er skolaj 
’Vit ober ma belegiaj ; 

Un den santel ’vijen-me bet, 
Hag ur plac’hig ’neus ma dalc’het.