Noz an Nedeleg

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Paris, J. Maisonneuve, 1898
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

Sonet an ofer’n hanternoz ; 
Ar Gristenien aet d’ar barroz, 
Nemet Yann Kouer ’zo ’barzh an ti 
Hag al loened er marchosi. 

En oaled ar c’hef a c’hlaoue, 
Ha Yannig Kouer a vorgouske, 
Marv an tan e-barzh e gorn, 
Alc’hwez ar c’hraou gantañ ’n e zorn. 

An Nedeleg pa’z eo kanet, 
A zo bremañ tro al loened 
Da darempred Mabig Jezuz, 
Ar Gristenien p’int aet da guzh. 

P’eo tremenet loened ar vro, 
Da vont gante d’an ofisoù 
Saout Yannig Kouer o deus galvet : 
Siwazh ! dor ar c’hraou zo serret. 

Hag int da hirvoudiñ ’n o yezh 
Ha da vlejal, al loened kaezh ! 
A-greiz e hun eo savet Kouer 
O krediñ warnañ oa al laer. 

Da nozvezh ar Mabig Jezuz 
Gwelet ar c’hraou oa burzhudus, 
Sklêrijennet ’vel un aoter, 
Hag an ejen o prezeg kaer : 

– Nemet an den hag an touseg 
A chom kousket d’an Nedeleg. 
An ti d’an noz-se zo prennet 
Gant an Ankoù ’vo digoret. 

Klevit : daoust* d’ar penn-tiegezh !    [mallozh] 
E dreid ’penn a-raok ’c’h-ay e-maez, 
Dindan daou-ugent deiz ’vo ret 
Dougen ar penn-ti d’ar vered. – 

Ha daou-ugent devezh goude, 
Gouel ar Chandelour oa neuze, 
D’an oferenn-bred aet an holl, 
Nemet Yann, paotr-ar-gêr* bep taol.    [ar gedour] 

Un droig a rae ’n e bark bras, 
Kloc’h ar Sanctus pa daou-daolas : 
Hag eñ da redek aozañ mer’n 
D’e dud o tont deus an ofer’n. 

Met ouzh e welet ’n ur park all 
Ur c’haole zo krog da vlejal ; 
Ar c’haole war e lerc’h. Yann Kouer 
Oa stok e daou droad ouzh ar gêr, 

P’oe treuzet e gein gant ’taol korn, 
Alc’hwez ar c’hraou gantañ ’n e zorn. 
Hag en o c’hraou, eme ar vrud, 
A vousc’hoarzhe al loened mut.