Ha c’hwi ho po feiz n’ouzon ket 
En traoù burzhudus c’hoarvezet

C’hoarvezet ’kichen kêr ar Roc’h : 
Selaouit, mar pedfet muioc’h. 

Pa gresk ar mor d’an abardaez, 
’Deu sioul an aod ’vel ur bez ; 

E Koad-al-Louarn an avel 
Zo tavet ’barzh ar gwez uhel, 

Nemet ar mordrouz a glever 
Hag an Añjeluz ’n iliz kêr. – 

Chaseer, petra ’out war ged 
Diwezhad e korn ar park ed. 

– Gortoz, etre an atredoù 
Ar c’hadig wenn a ra he zro ; 

Rak e-maez ’deu eus ar vengleuz 
’Zo dilezet ’b’oe an hent kleuz, 

Dindan an douar zo kavet 
Dre dindan betek ar vered. – 

Pivn ! Pavn ! – Eñ ’laoskas e zaou denn. 
Redek ’rae bepred ar c’had wenn ; 

Hag hi da grapañ etreze 
Un den e du war e goazez 

’Us d’ar vengleuz war ar geot glas, 
Un den marteze e kañv vras. 

Ken souezhus oa ’klevet penaos 
E Koad-al-Louarn da serr-noz, 

Pa gouezhas serr-noz war ar c’hoad, 
D’an denig du ’komze ar c’had, 

En ur yezh flour ha goloet : 
Nemet an eneoù doaniet 

An eneoù paour ha Doue 
Etrezint ’goufent ar yezh-se. 

Spontet an holl, na gredent ken. 
Tremen eno, na grede den 

Ur wech ’vije klevet ar c’hlaz 
Hag an Añjeluz ’n iliz vras. 

Ken degouezhas an Aotroù maer, 
Ha gantañ archerien ar gêr : 

– M’oc’h ur gwaller p’ur spered fall, 
Tec’hit, ma faotr, ’n ur barrouz all, 

Ur gwaller pe ur spered klañv, 
Mat ’ve deoc’h c’hoari troadig skañv. – 

Laouen ha ma’z oa ar Roc’hiz, 
Na lâran ket ar Beuridiz. 

’Dreñv bered ar Roc’h, en hent glas, 
E parrouz Peurid, spouron gwazh : 

Pa sav an noz, an den e kañv 
’A da welet an anaon ; 

Brevet, hep lâret ger ouzh den, 
E selloù mantret en e benn 

Emañ bemnoz dre an hent don. 
Ken ’deuas an Aotroù Person, 

Evit kas an diaouloù e kuit, 
’Deuas ’n Aotroù person Peurid : 

– En anv Doue, ma’z out kristen, 
Kae ’lec’h all d’ober pinijenn ; 

Gant an ifern ma’z out leuret, 
Diwall ’raok an dour benniget. – 

An den e du dre an hent don 
Zo aet war-zu an anaon ; 

Gant e zaeroù ’vel div gou’erenn    [gouverenn]  
En doa holl glebiet ar geotenn. 

Ab’oe n’her gweler ken er vro, 
Nag ene e goantiz varv.