Pa oan klañv-fall war ma gwele, 
Hep gouzout da’m zud, ’skrivjont se : 

– Da dad ha ni ’omp e yec’hed, 
Bennozh Doue, mabig karet ; 

Netra a nevez ’barzh ar vro, 
Nemet Annaig ’zo marv.