Al levr-mañ ’meus skrivet ’balamour war ar bez 
Evit ar re varv ’ve skrivet in pace

Hag eñ ’meus skrivet c’hoazh, evel ar re doaniet 
Gant koun d’o flijadur en amzer dremenet ; 

Hep kounnar na gwad ruz em liv ’meus skrivet c’hoazh,
Gant daeroù ha keuz start da’m yaouankiz, siwazh ! 

Nag hirvoudiñ na ran na goulenn nep truez : 
Dre ma youl ’on gwallet, ha dre youl vat Doue. 

’Vel ur fubuenn-noz, devet he diveskell 
Ouzh ar gouloù rousin, a gouezh er fornigell, 

Re dost am boa gwelet ur steredennig gaer 
’Kreiz ar brug, ’n aod Arvor, pa oan-me c’hoazh er gêr : 

Lagad glas, blev melen evel soul er parkoù, 
Plac’h vrav oa Annaig ha rouanez ar vro ; 

Dirak o rouanez ’vel ’ra ar sujidi, 
Me zo ’n em daoulinet eürus diraki, 

An hini ar c’hoantañ hag ar muiañ karet, 
Evit karantezus, allaz ! na lâran ket. 

Klevet em eus penaos a virer da viken 
Dimeus un dousig-koant ar c’hoantañ c’hoarzhadenn, 

Ur c’hoarzhadenn lirzhin ’lec’h ar walenn eured, 
Ar garantez pa’z a kuit a-raok ar gened : 

N’ouzon pe ’on chomet heñvel ouzh Annaig 
Gant he selloù kañvus ha faezhus un tammig ; 

’Vel ar pesked er mor ’barzh ma c’halon e-leizh 
Eo chomet an eñvor outi hag ouzh ma Breizh. 

Ur pec’hed marteze bezañ bet ken eürus 
Ha vo ret din ober ur binijenn poanius : 

N’eus forzh, gant ma breudeur kristen ’n o fedennoù 
Ma goulennfont ’vidon ar c’heuz da’m fec’hedoù ; 

Ha Doue da’m miro : n’am eus glac’har ebet ; 
Ha ma digorfe c’hoazh ar baradoz kollet, 

Evel ar gwizien gwir evit o rouanez    [gwazed] 
’Vijen c’hoazh daoulinet dirak Annaig kaezh.