Kanouenn ar miliner

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Paris, J. Maisonneuve, 1898
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

E Milin-Vor oa ur vatezh, 
          tic-a-tac 
Glas he lagad ha flour he mouezh 
          Tac-a-tac-a-tac-a-tac. 

E Milin-Vor oa ur paotr-karr 
Leun e borpant ha reut e c’har. 

D’ar sadorn-bask, graet he c’hrampouezh, 
Da glask he faskig hi a eas. 

An absolvenn hag hi ’neus bet ? 
Hini ’r paotr-karr na lâran ket. 

Ken ar paotr-karr a-raok nav miz 
’Laoskas ar vatezh war he giz. 

Un deiz, lemmet e vein gantañ, 
Ar miliner ’lâre ’koulz koan : 

– N’ouzon ket, ab’oe div noz zo 
An durbinenn n’a ken en-dro ; 

Ab’oe div noz zo ur vouezh eo, 
’Klemmgan er stank miserere

Sordet eo ar vilin ha ni : 
Aotroù Person, disordit hi. – 

Ar vatezhig, ’vel m’her klevas, 
Gant an diri d’an nec’h ’pignas ; 

Ha d’en em daol eus ar c’hrignel 
Eus lec’h ’n doa taolet he bugel. 

Dre he mennozh a zo lâret 
He c’hrouadur ’neus badezet ; 

Pe dre mennozh e vamm ma n’eo, 
’Michañs a-berzh ’n Aotroù Doue : 

Rak en noz war-lerc’h ar vouezhig 
Benedictus ’kane koantik. 

Evit paotr-karr ar Vilin-Vor, 
          tic-a-tac 
Er galeoù ’mañ o koll gor. 
          tac-a-tac-a-tac.