Mein-bez : Henri Martin

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Paris, J. Maisonneuve, 1898
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

Ar c’hleier e Breizh ’hirvoude, 
An heklev war-dro a lâre : 
« Piv a zo lakaet en e vez ? 

– N’oa ket ur mab a Vreizh-Izel ; 
’Vel ’deue ganeomp, da bep gouel, 
A zo du-mañ ha kañv ha gouel. » 

Ha gant ur sonig a c’hlac’har, 
Hon mammig Breizh ouzh an douar 
Oe gwelet, ’n he divrec’h klouar 

O luskellat korfig marv : 
« An hini a gare hon bro 
Biken n’e laoskin d’an Ankoù… » 

Aet an ene war gât* Doue :     [gaout] 
Pe dreist al loar, ’n ti an aelez, 
Pe ’mesk ar steredennoù eo ? 

M’ene pa vo gwenn ha koantik, 
Pelec’h ’tremeno hec’h hunig ? 
Me ’garfe war galon mammig.