Gwerz ar vartoloded

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Paris, J. Maisonneuve, 1898
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

Din-daoñ-din !… Kloc’h an oferenn 
A son abred war an dachenn, 

Oferenn ar vartoloded 
E Kozh-Iliz a ve lâret, 

A-raok mont d’an Douar-Nevez, 
Ar sadorn, d’ar pesketaerezh. 

Paotred ha plac’hed, – daoñ ! din ! daoñ ! – 
An holl d’ar chapel ’y-a e kañv, 

Ar vugale gant o mammoù ; 
Hirie ’mañ ofis ar marv : 

Ken hir an hent ha don ar mor 
’Tre Douar-Nevez hag Arvor ! 

    **** 

Perak ’mañ Perinig Al Laz 
Teir gwech oc’h ober sin ar groaz ? 

– Na welit ket ar gevnidenn 
O steuñviñ ’drek ar Werc’hez wenn ? 

Kevnidenn beure zo chañs fall… 
– Ha ma huñvre ! eme un all, 

’Me gwreg Ar Morvan. Da douller 
Oa aet ma gwaz, ’lec’h pesketaer ; 

Ya, da douller aet Ar Morvan, 
Da douller bezioù, en noz-mañ ! – 

Hag un all, gant he c’hrouadur : 
– Faotet ganin ma siladur, 

Ar yod-kerc’h aozet evit mer’n : 
N’eo ket ur merk eus an ifern ? 

    **** 
’Pad ar plac’hed a diougane, 
Ar vartoloded a bede, 

Pleget o fenn ouzh an aoter, 
’Vit na gavjent an droug-amzer. 

’Pad ar merc’hed a douge klemm, 
’Krogas unan, ul lagad lemm, 

Da c’hoarzhin, ken oa ruz he jod, 
Ha ken ’krozas ur martolod : 

– Daonet ’vo Doue ma ene ! 
Da varvailh ’deuer ’ti Doue ? – 

Ar person, laosket e ofis, 
A c’hourdrouze e Kozh-Iliz : 

– N’eo ket o leoù-Doue c’hoazh 
’D-ay a-benn ouzh ar gazeg c’hlas. 

Hennezh ’neus kredet drouk-pediñ, 
Dindan al lamp, war e daoulin, 

A ranko lâret e gredo… – 
Job Kerarbrun oa e anv ; 

Ha ’vel ur c’hristen a-feson, 
Jobig ’sentas ouzh e berson. 

    **** 

Person Planiel oa ur sant, 
Droug un tammig d’ar merc’hed koant : 

– Ha c’hoazh a vank d’ar c’hoarzherez 
Dont e pinijenn. Piv hounnezh ? – 

’Vit an dro-se, kalz da c’hoarzhin 
O welet mont war he zaoulin 

Gwregig Kerarbrun, n’e gichen, 
O-daouig d’ober pinijenn. 

Pep hini, moarvat, a c’hoarzhe, 
Nemet Kerarbrun, eñ na rae. 

    **** 

Pell ’int bet war vor gant o zro. 
Ha Job kaezh n’eo ket deut en-dro.