I 

Un nozvezh a viz gwengolo 
Oa tan ha kurun en neñvoù, 

Ur gwall amzer, ’vel ’meus gwelet 
En aod Penmarc’h hag e Keoded, 

Ken ’grene log ar pesketaer 
Ha krene mui e wreg e gêr. 

’Kreiz al luc’hed hag ar c’hurun 
Pa oan-me krog em c’hentañ hun, 

Un huñvre deut eus Breizh-Izel 
’Diouganas ma bro o vervel. 

An Arvor dilezet a-grenn 
’Vel ar fav brein ’ribl an aven. 

Ostizez Bear ’treuz he dor 
A c’houlenne gant ar c’hoadour 

Gant ar c’hoadour o vont e kêr, 
Glaou en e garr leun a seier : 

– Ma den mat, o redek ar vro, 
Klevet ac’h eus piv zo marv ? 

Karrigell an Ankoù fenoz 
Zo tremenet a-dreñv d’ar c’hloz. 

– N’eo ket a-dreñv d’ar c’hloz, maouez, 
Na kennebeut dre an hent reizh 

Eo karr an Ankoù tremenet, 
Dre an neñvoù na lâran ket ; 

Dindan bolz an neñvoù fenoz 
’Oa trouz veur ’us da Goad-an-Noz : 

An Ankoù krignet war e garr 
Zo aet en-dro war-zu Bear. 

Ha goude Bear, dre ar vro 
An Ankoù en deus graet e dro. 

Brañsellet kloc’h an anaon, 
Ha ’kreiz pep iliz ar varvskaon, 

Ar gouloù krog ouzh pep aoter, 
Hep beleg, kolist na soner. 

War ar bed ’vo ur gwall diroll, 
Marteze Breizh zo ’vont da goll. – 

Evel-se ’gomze ar c’hoadour 
D’an ostizez o kerc’hat dour. 

A bevar gorn Arvor neuze 
’Oe war sav ’n un ober ul le, 

Sonet ar varn ’vit Breizh-Izel, 
Mont d’hec’h obidoù kent mervel, 

’Oe war sav ar re ’oa Breizhiz 
Evit mont da vez ar Kêr Is : 

Pevar, ha barzhed o fevar, 
Unan eus Leon, den klouar ; 

An eil a Dreger, ur paotr sonn ; 
Un all a Gernev, tomm ’vel tonn, 

Hag ur paotr gouez eus a Wened : 
Pevar, ar re all Gallaoued. 

Un dra burzhudus a vije 
Da welet ar pevar den-se. 

D’o gwelet eno o fevar, 
D’an hanternoz, e skeud al loar, 

Dirak puñs Kêr Is war an traezh, 
’Kichen kêrig Douarnenez : 

Ar mor ’vit arched Breizh-Izel, 
’Vit gouloù ar stered uhel, 

Hag evit beleg oa Doue, 
Ha kanerien ar barzhed-se. 

Neuze gant ur mordrouz bennak 
’Oe damwelet o tont ur vag ; 

Ha pa stokas d’an aod eno, 
Eus an tramor oa, ur C’hembro. 

Ha c’hoazh burzhudus kalz muioc’h 
Da glevet o tiñtal ur c’hloc’h, 

Ur c’hloc’hig o tiñtal ’n un tour 
E tourioù Kêr-Is ’kreiz an dour. 

Ha ’barzh ar mor glebiet e zorn 
Ha graet sin ar groaz, paotr ’n Elorn 

’Krogas ’n ur glemmvan e giz kozh, 
Mut ar mor ha sioul an noz : 

– Ab’oe an aelez milliget 
Eus an neñv m’int bet diskaret, 

Doue ’neus taolet o zelenn 
D’an douar, ’vit hon c’hanerien. 

Hag hon zadoù kozh evel-se 
Pa oe dalc’het o bro oute, 

Dindan ar gouelioù war ar mor 
Treuz ar mor o tont en Arvor, 

Ken klemmus hag an tonn ’ganent, 
Ya, ha ’meulent Doue ’velkent. 

Emgann alies o doe bet 
Ha mervel pep gwech m’ vije ret : 

A-raok mervel ’youc’h ar bleizi, 
Evel an er hon barzhed-ni. 

En hon c’hozhni ma’z omp gwasket, 
Eostiged Breizh na davfont ket. 

Eus an dud vat na vo eñvor 
Pa vo torret telenn Arvor. 

Ha piv ’veulo Doue amañ 
Pa vo aet Breizh-Izel ac’hann ? – 

’Pad in exitu ar Vreizhiz 
A diñte ar c’hloc’h e Kêr-Is. 

– Nann, ma breudeur, eme un dall, 
N’eo ket Arvor aet d’ar bed all ; 

Ha mat ’ve lâret ar Gredo 
Hor boe desket gant hon zadoù . 

Doue da gentañ, Breizh goude, 
Gant feiz, fiziañs ha karantez ; 

Ken gwir hag an heol lugernus, 
Doue ha Breizh a zo padus ; 

Keit ’vo war an aod un dolmen, 
Hag a diwano un dervenn, 

An derv ’barzh ar c’hoadoù bras, 
Ar brug e[l] lanneg, hag ar groaz, 

Keit ’vo ur groazhent en he sav 
Hag uhel ar c’hleuz er parkoù, 

Keit ’drailho ar mor an avel, 
Biken na varvo Breizh-Izel. – 

Ar re all ’lavaras Amen
War ar Menez-Hom o tremen, 

Ur baleer o klevout se 
E brezhoneg, na reas van de’ . 

Evit an deirvet gwech, siwazh ! 
Kloc’hig Kêr-Is ’tiñte ar c’hlaz, 

A diñte ar c’hlaz diwezhañ 
’Vit Breizh ’oa darev da gouezhañ ; 

Hag al loar ’guzhas ur pennad, 
Amzer fall ’savas ur barrad. 

Gant ar c’houmm ’deue klemm ha trouz 
’Vel ’ra ur c’hlañvour war e blouz. 

Gwasket o c’halon d’ar re-mañ, 
Miserere ’lâras unan, 

Eñ ’lâras ur Miserere 
’Vit e vroig a dremene : 

– Tud vat, mar plij, ur bedenn verr 
’Barzh an ti plouz hag er maner, 

’Pep tu d’ar vro, d’an abardaez 
’Lârit teir gwech ar C’hyrie 

Ur C’hyrie ’vit ar beorien 
N’o deus na kerent na bro ken. 

Soñjit ennomp ’n ho pedennoù : 
Eus ’r mallozh Doue ho pellao ; 

Evit ma n’erruo ganeoc’h 
Bezañ distaolet a bep lec’h, 

Na mont ha dont war douaroù 
’Lec’h ’vit bevañ n’ve ken ho tro ; 

Ur bedenn d’ar re divroet 
Evit d’ho tro ma n’ vefet ket. 

Ni ’zo ’vel pemp a vugale 
War-lerc’h o mamm ’oa aet un deiz 

War-lerc’h o mammig d’ar vered, 
Hag int en o c’hañv ken mantret, 

’N em daoljont er bez war he lerc’h, 
Goloet o c’hwec’h ’n park ar c’herc’h. 

Deomp-ni na vo na keuz na kañv 
Er bed fall-mañ ’zo ’vont d’an traoñ 

War bellaat eus ar baradoz 
Ha war izelaat ’vel an noz. 

Ra prim hon kemero Doue, 
Re gwallet ha re skuizh ivez. 

E Miserere achuet, 
Kyrie teir gwech zo lâret. 

N’eo duzed na korrigoù-noz 
’Weler evel d’an amzer gozh, 

Ar c’horrigoù en abadenn 
O koroll en-dro d’un dolmen ; 

Mar n’int korrigoù na duzed, 
Eneoù paour na lâran ket. 

Eus a bleg ar mor ’savont holl, 
N’eo ket ’vit c’hoari pe goroll 

’Deuont ’maez gant o liñsel wenn 
En o eskern ur grenadenn. 

Ha neuze an anaon kaezh 
Sioul, sioulik, dre an traezh. 

En-dro d’an dour ar re veuzet, 
Evel tud ar c’hañv d’an arched 

’Pa ganer in paradisium
Deus an aod betek Menez-Hom ; 

Ha dirak toull-bez ar Gêr-Is 
Oe klemmganet de profundis

– An Arvor zo aet da gousket, 
Ac’hane na dihuno ket ; 

Na dihuno ken hon mammig : 
Lallazik, lalla, lallazik ; 

Tavit ho korn-boud er menez, 
Aet eo hon mamm war he gwele. 

Ar re bremañ ’o do o zi 
War douaroù ar Vreizhidi 

Gant enor m’o dalc’hfont bepred, 
Rak an Arvor zo benniget ; 

M’hen dalc’hfont evel kristeien 
En hon bered ’vefont zoken. 

Pa ’vi dre an aod, baleer, 
Kae gouestad, amañ e gousker ; 

Gouestad ’vel ’kichen ur gavell, 
’Vit na dihuni Breizh-Izel 

A zo bet taolet ’maez he zi 
Ha beuzet en aod ’vel ur c’hi ; 

Gouestad, ha selaou, baleer, 
Ha marteze ’klevi emberr, 

Pa vo ar morvran tavet mik 
E-kreiz ar mordrouz ur sonig : 

Klemm an anaon ’vo hounnezh 
Selaou son an anaon kaezh. – 

Ar pedennoù peurlavaret, 
Un alarc’h gwenn a zo lâret 

’Oe gwelet, un alarc’h gwenn-kann 
A-us d’ar mor o nijal skañv, 

Skañv ha seder ’vel ur goulmig 
Hag eñ ken lirzhin e vouezhig. 

Ha diroget an oabl abred 
Gant un darzh kurun hed-ha-hed, 

Evit degemer un ene, 
Ene ’n Arvor an alarc’h-se : 

Eno ’c’hoarient sonioù kaer 
’Vel ogroù iliz-veur Kemper. 

– Lâr din-me, pesketaer, da biv 
Al lestrig ’zo o vont d’an traou*.     [traoñ] 

– N’eo ket mare ar vordidi ; 
Ar re-se pemp kenvreur ’int-i 

Lakaet o mamm gante ’n he bez 
O vont da glask o bez ivez, 

N’eo ket tramor war an douar : 
Nep douar n’guzhfe o glac’har ; 

Na stokfont en douar ebet, 
E puñs ar mor don a vo ret. 

Hag int ’vont e-biou, me ’oar vat, 
O kanañ ar Magnificat

Ar son-se betek hon rec’hel*    [reier]  
Ha ’vo war rec’hel Breizh-Izel. 

  II 

Ha me ivez war hent ma bro ; 
N’eo ket ’vit lod eus he madoù, 

Ur mabig ankouaet ganti 
’Korn an iliz ’ay da bediñ. 

Goude Pontrev ha Pleuzal, 
Tremenet Peurid, oa noz-dall : 

N’in ket ’vel ul laer ’kreiz an noz, 
Amañ ’azezin war ar roz 

Eus al lec’h ’welis alies 
Tour hag iliz ha tiegezh, 

Tiegezh ar gêr ha bered : 
’Vit an noz-mañ n’o gwelan ket. 

C’hwezh-vat ’deue eus an draonienn, 
C’hwezh ar bleunioù gant an dosenn, 

Bleunioù n’ouzon ken o anv, 
’Vel den ma hini ’barzh ma bro. 

Ha kollet ar c’houlz eus ar bloaz, 
Nevez-amzer nag hañv na oa ; 

Na oa na mare nag amzer : 
Na vorzhole ken ar c’hleier, 

’Vel er vuhez da virviken 
Ar c’hleier na vorzholent ken. 

Hag eñ ’mañ an deiz o sevel 
Gant ar vrumenn a sav uhel, 

Hag eñ eo an deiz ar vrumenn 
A sav du-hont eus an draonienn : 

N’en deus ket kanet ar c’higi, 
Na dre an hentoù ar c’hirri ; 

Na gan na kigi nag evned. 
’Mañ ar vrumenn ’us d’ar vered. 

Ha neuze me ’welis ur verc’h, 
Ur verc’hig e gwenn evel erc’h, 

Digor he divrec’h war he bez ; 
Digor ar vered ’vidon-me. 

Ha pa ’meus tostaet eno, 
Hi ’blegas ’ti ar re varv, 

Kempennet evit eurediñ ; 
Ha me stouet war ma daoulin, 

Rak Annaig zo dimezet 
Hag an Ankoù zo he fried. 

Pedet ’meus ’vit an anaon ; 
Met na bedin ken evidon : 

Frealziñ na ra pedennoù 
’Vit bout karet ur c’horf marv. 

Pa’z on bet savet alese, 
En ivin un draskig ’gane. 

Ar maezidi oa er parkoù 
Hag ar c’hirri dre an hentoù. 

Ar beleg ’daol war an arched 
Un tamm pri ha dour benniget ; 

Ma holl daeroù ’meus skuilhet me, 
Ha prennet ma c’halon ivez 

Taolet an alc’hwez er vered, 
Da diwezhañ pa ’meus lâret, 

Lâret da goantiz an Ankoù ; 
– Kenavo, Naig, Kenavo. – 

Mard eo un huñvre kement-mañ, 
Kalz a zo gwirionez ennañ.