an Distro

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Paris, J. Maisonneuve, 1898
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

Distroet ’on da di ma zad 
     La la o la di ra 
Distroet ’on da di ma zad, 
Daeroù kement ’n hon daoulagad 
     ’N deiz m’oan ouzh o c’huitaat ; 

’Lec’h zo bet anken ha daeroù 
     La la o la di ra 
’Lec’h zo bet anken ha daeroù, 
E ti ma zad, deiz ma distro 
     Den n’ouie ma anv. 

Goude ’welis ma mignoned 
     La la o la di ra 
Goude ’welis ma mignoned : 
A-raok tregont bloaz tremenet 
     Blev gwenn ha barv louedet ; 

Hag i, paotred ’oe sonn o fenn 
     La la o la di ra 
Hag i, paotred ’oe sonn o fenn, 
Nikun na’m sellas ’vit astenn 
     E zorn ’vel diagent. 

Hag e-lec’h emaint hon c’hortoz 
     La la o la di ra 
Hag e-lec’h emaint hon c’hortoz 
’N o gwele pri hon zadoù kozh 
     Sioul ha deiz ha noz, 

E bered ma bro ’ta bet ’on 
     La la o la di ra 
E bered ma bro ’ta bet ’on ; 
Eno ’tre ma holl anaon 
     ’Soñjen, siwazh ! d’unan, 

Ur plac’hig koant pa oe ’n he bleuñv 
     La la o la di ra 
Ur plac’hig koant pa oe ’n he bleuñv ; 
Biskoazh n’eo bet ma c’halon leun, 
     ’B’oe outi m’on e kañv* :    [keuñv] 

Re gaer ’vit chom pell er bed-mañ 
     La la o la di ra 
Re gaer ’vit chom pell er bed-mañ, 
Hag aet gant Doue, ’vel bleuñv-hañv 
     ’Raok serr-noz o plegañ ; 

Kaer am eus bet klask en dachenn 
     La la o la di ra 
Kaer am eus bet klask en dachenn, 
Na kroaz, na bez, na gwenodenn, 
     Netra ken na gaven, 

Nemet ur wezenn, en he beg 
     La la o la di ra 
Nemet ur wezenn, en he beg 
Un evnig savet deus e bleg 
     Gant trouz ma zreid flik-flek ; 

Hag al labous ouzh ma c’hervel 
     La la o la di ra 
Hag al labous ouzh ma c’hervel 
Ik-ik ’lâre, ’vel ar bugel 
     D’e vamm en e gavell : 

Rak an nebeudig* a garer    [an nebeudig amzer] 
     La la o la di ra 
An nebeudig en em garer 
Da vugale c’hoazh a deuer, 
     Evnigoù dibreder. 

Ha ma fedenn p’am eus lâret 
     La la o la di ra 
Ha ma fedenn p’am eus lâret, 
He diveskell en deus straket 
     Ha d’an neñv tarnijet. 

Ma ene paour ’d-ay da evnig 
     La la o la di ra 
Ma ene paour ’d-ay da evnig, 
Ha war ar brank gant ar plac’hig, 
     ’Lec’h a ganfomp ik-ik.