an Disparti

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Paris, Sandoz et Fischbacher, 1880
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

An Aotroù Doue r’en deo truez 
Deus ur pec’her paour – Aotroù Doue ! 

Eus an oabl splann ’goue’o* ar stered     [gouezho] 
’Vel ma c’halon zo bet distaget : 

Rak evit ar wechig diwezhañ 
Am eus gwelet an hini gaerañ

An hini gaerañ ’barzh ar bed-mañ, 
Na welin ken an hini ’garan ; 

Evel ur maen-bez ha yenoc’h oe 
’Pad ’ruilhe ’n daeroù ’kreiz ma ene. 

Ha na c’houlennit ganin, tud vat, 
Na c’houlennit pebezh kalonad : 

Hi an holl gened digant Doue 
’Deus bet, me nemet ar garantez. 

Kalet an disparti, kenavo ! 
Rak an den milliget ’a en-dro

Al louarn tennet dre skuilh e wad, 
Ha me ’vin heuliet gant ma huanad. 

’Kichen ar vered ’oan o tremen, 
Klemm ar c’hleier o vrañsell ’gleven : 

Bugale, da’m c’herent kaezh ’lârfet 
Tennañ ma skabell eus an oaled ; 

E toull o dor ur bod ivin glas 
Evit an hini ’a kuit, siwazh ! 

Ha ’benn ur pennad al liñsel wenn. 
Da’m holl c’henvreudeur ’rafet zoken, 

’Rafet ma c’himiad ’vel da’m c’herent, 
Bugale o c’hoari war an hent. 

Pell ’vin e-maez ; pa vin da distro,
Bihan ha bras, hag hi ’vo marv.