War bez Brizeux

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Paris, J. Maisonneuve, 1898
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

Pirc’hirin kaezh, lavar din-me 
Perak er Garnel a gane 
’N noz-mañ an eostig ’us d’ar bez ? 

– D’an hanternoz eostig Karnel 
Koantik a gane da c’hervel 
A-greiz e hun barzh Breizh-Izel. – 

Lavar din-me, touller-bezioù, 
N’eo ket e bered Arzano 
Ur goulmig ’ve klevet atav ? 

– D’an hanternoz ouzh skeud al loar 
Bemnoz a hirvoud gant glac’har 
Ar goulmig wenn o klask he far. – 

’Vit an noz-mañ ’int tarnijet 
Skañv ’vel eneoù diboanet 
D’An Oriant, an evniged. 

Neuze zo lâret an eostig 
En deus klemmet d’e wenn goulmig : 
– ’B’oe tregont bloaz ’on reuzeudik. – 

Kerkent ’neus ur gomz dispaket, 
Brizeux ha Mai a zo gwelet, 
Eñ ’vel un den reuzeudiget 

Hag hi kaer ’vel ur bleunienn hañv ; 
– Dre ma huñvre, klouar dezhañ, 
’Oan o c’hortoz an eured-mañ. – 

He dornig flour ’vel m’astennas 
Eñ ’vel ur paotr flamm a deuas : 
Ha da lugern bolz an neñv noazh. 

Ha da gemer o nij neuze 
A-du d’an neñv an daou ene… 
Holl evnigoù Breizh a gane. 

Ha dreist al loar, dreist ar stered, 
Da virviken ’int euredet 
E baradoz ar Vretoned. 

Na hirvoud ken d’an hanternoz 
Nag ar goulm nag an eostig-noz, 
’Met ’kanont gwerz ar baradoz.