Pa oan e kêr ar Roc’h, 
Yaouank ha leun a lorc’h, 
    E kêr ar Roc’h, 

’Ana’en div verc’h gaer
Unan ’vel ar roz-naer, 
    Div verc’hig kaer, 

An hini yaouankañ 
Koantoc’h ’vit ar c’hoantañ
    Ar yaouankañ

Naig, un heizez flour 
Er c’hoadoù, ’traoñ an dour
    Un heizez flour. 

Etre ar verc’hed kaezh, 
Pa’z ae o mamm e-maez, 
    D’ar verc’hed kaezh.

Me ’lenne ul levr brav 
Etre an aeligoù
    Ul levrig brav : 

– Deuñv[e]-mab ar Roue 
Hag e goantig ivez, 
    Mab kaer ’r Roue

Muntret er garreg korn, 
’Int kousket dorn-ha-dorn 
    Er garreg korn. – 

Hag a ouelemp neuze ; 
Annaig marteze, 
    Hi na ouele ; 

Soñj am eus a savas, 
Ha d’an nec’h a bignas 
    Kerkent ’savas : 

Ar glujar ’nij d’ar c’hoad 
Pa ve gwallet ervat, 
    A guzh er c’hoad, 

’Lec’h dont ’tu ’r chaseer 
Evit mervel emberr
    ’Tu ’r chaseer. 

Er Roc’h, pa oan yaouank 
’C’hoarzhen ha gouelen stank
    Pa oan yaouank.