D’ar barzhed eus ar C’hreisteiz

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Paris, Sandoz et Fischbacher, 1880
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Sklêrijennoù
Nous avons laissé le titre original, mais il va de soi que la forme correcte est « ar Varzhed... ».
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

  I 

’Us d’ar vro ’vel ur vogedenn
Ar goañv didruez a dremen. 

En oabl hudur heolig Doue 
War Dreger na baro feteiz ; 

Ul liñsel wenn war an douar, 
Erc’h ha skorn, ha kañv ha glac’har. 

Hag an avel war Menez-Bre 
Bemnoz a yud ’vel ar freizher,    [preizher] 

’Vel evn an Ankoù ’pad an noz 
An avel war ar menez kozh. 

Neuze ’sav eus an douar pri 
An dud varv e-maez o zi : 

Pedit, tud vat a Vreizh-Izel, 
Emberr pa glevfet an avel. 

Ab’oe bloavezh ar vosenn veur, 
Ur goañv ken kalet, kenvreudeur : 

N’eo ken ar c’hlozard* ’kreiz ar c’hoad,    [ar gegig] 
Nag an naered o c’hwibanat ; 

Na glever nemet ar mor bras 
A lamm hag a grozmol, siwazh ! 

– ’Kichen an aod d’an hanternoz 
Petra, gwregig, ’out o c’hortoz ? 

Ma gwaz a d-ay ouzh sked al loar 
Hag e vugale, ’maint pevar ; 

Ab’oe an abardaez ’meus doan, 
War ar garreg ’youc’h ar morvran. 

Klemmus, ’vel ar c’hlaz en draonienn, 
Klemmus ar c’houmm war-dro – Loaven. – 

An deiz war-lerc’h pevar arc’hed 
Da gaout ar Porzh-Gwenn ’oant douget, 

Douget eus an enezenn-erc’h*,    [loaven] 
Ur vaouezh mantret war o lerc’h : 

Pa oa an hanternoz o son, 
’Oant bet beuzet ’kreiz ar mor don. 

  II 

Ur vro, ’zo bet lâret din-me, 
Ur vro zo e tu ar c’hreisteiz, 

’Lec’h an dud a zo eürus, 
Rak an amzer vat zo padus ; 

Ar vro-se ivez ’ribl an dour, 
Ar mor-se bepred glas ha flour, 

Glasoc’h ’vit brozh en abadenn 
Ha flouroc’h c’hoazh evit seizenn ; 

Dre an tonn ’n aezhenn ’ra stadig 
’Vel d’e ankene* ur floc’hig ;      [e drester] 

Ha pa c’hwezh an aezhenn klouar, 
Drev a rez an houl d’an douar, 

’Lec’h er gwez kammed an delioù 
Na gweñv[ez]ont, nag ar bleunioù ; 

Ar bleunioù bepred zo kempenn, 
Hag eno ’diskuizh ar gwenen*.    [gwenan] 

Ul liorzh dre holl ’larfen-me, 
Avaloù aour, ha glas ar gwez : 

En neizh-se an evned zo drant, 
Hag ar merc’hed ivez zo koant, 

Ken koant, ken koant, Aotroù Doue, 
Ken na gredfen sellet oute. 

D’o feunteun santel r’hallfen mont, 
’Lec’h d’ar pardon holl a deuont, 

Ha neuze ’glevfen ar barzhed 
O kano* o gwerzioù brudet,    [o kanañ] 

Laouen ’vel ar gwennili ’nij, 
Ha muioc’h ar mordrouz na blij : 

Ar baradoz ’lârfen eno, 
Ma na vije keit eus ma bro. 

– Paotr-karr, war an tu all d’al lenn 
Ha na welan ur verc’hig wenn ? – 

Ur verc’h o kannañ ’traoñ an dour, 
Gwenn he sae, ha blev melen aour. 

– Ha na glevan ur vouezh ivez 
A lâr kanaouenn an aelez ? –

Mouezh ar plac’h yaouank a glevez 
A lâr kanaouenn ar Werc’hez ; 

Kollet amañ eus a bell bro 
D’he bro yen a lâr kenavo, 

Hag a c’houl’ pe bremañ mervel 
Pe gwelet ur wech Breizh-Izel. – 

Deus eta, merc’hig, ’n da vro yen 
E bro an derv, tost d’ar Porzh-Gwenn.