Barroù spern hag ivin (1)

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Paris, J. Maisonneuve, 1898
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

       I 

    An deiz m’on aet pell ouzh ma bro, 
    D’an holl ’meus lâret kenavo. 

    Hag o tremen ouzh ar vered 
    Da droad ar groaz ’on daoulinet ; 

    Ur garlantez spern ha lili 
    Am eus bountet en douar pri, 

    Ur bodig-spern, ’vit e gempenn 
    Staget tro-a-zro lili gwenn ; 

    Pedet ’meus an Aotroù Doue 
    (Ma glev Doue pedennoù-se) : 

    – Hounnezh a dalc’h ma c’halon baour, 
    An Ankoù ra d-ay da’m sikour 

    Evit an anken d’he stardañ, 
    Ur wech ma ve de’i da’m ankouaat ! 

    Evel ur sparl e rod ar c’harr 
    ’Treuzo bod-spern kalon digar, 

    Ha ’mesk lili gwenn hec’h ene 
    D’ober he foan ’chomo noz-deiz ! 

    Ha r’ c’hoarvezfe din kement all !… – 
    Diwallit ouzh pedennoù fall 

    ’Raok oe disec’het ar bod glas 
    Ha gweñvet lili ’troad ar groaz, 

    ’Troas he fenn d’ar plac’h yaouank : 
    Gouelet am eus, ’vel ruilh ar stank. 

    Ma dousig-koant am boe gouestlet, 
    Ha d’an Ankoù z-eo dimezet ; 

    E bered hon farrez bremañ 
    A gousk hec’h hunig diwezhañ.