Barroù spern hag ivin (3)

Rumm
Barzhoniezh
Yezh
Brezhoneg
Orin
Paris, J. Maisonneuve, 1898
Evezhiadenn
Reizhet hon eus an doare-skrivañ, ha dalc’het hon eus gant troiennoù orin (ar c’hemmadurioù, ar rannigoù, h.a.).
Treuzskrivañ
Sébastien Marineau
En hevelep levr :

        III 

    Me ’gar dindan skeud ar stered 
    Heuliañ koumoul en oabl stennet, 
    Bale d’an eneoù poaniet. 

    Gwragez ’meus sellet ur vandenn 
    O vont e du, gouelet o fenn ; 
    Unanig a semplas a-dreñv ; 

    D’he c’halon ’dougas he dornig, 
    ’Lec’h ur spernenn a dreuze mik, 
    Ha bleuñv lili ’beg ar bodig. 

    Ha klevet ’meus ’vit an noz-se 
    Ur vouezhig kuñv dre ma huñvre, 
    Ken truezus din a lâre : 

    – Mar plijfe deoc’h sevel ma foan, 
    ’Distrofet war ma bez buan, 
    ’R barr ivin ’bodfet hoc’h-unan…– 

    Evit he c’havout, Doue ’oar, 
    ’Afen dre ur mor a c’hlac’har 
    Pe tan ar purgator dispar ; 

    Me ’oar ivez ’oe miret din 
    P’emañ en enkrez, betek m’in 
    D’he diboaniañ war ma daoulin ; 

    Ha p’am bo savet hec’h anken, 
    War ar goabr skañv n’hirvoudo ken, 
    Na biken n’he gwelin, biken… 

    Ha didruez ’on ’ta, siwazh ! 
    Ma finijenn-me ’ve re wazh : … 
    Dezhi me ’dougo ’n ivin glas, 

    P’em galvo Doue ma-unon* ;    [ma-unan]
    Ha d’he zro ’treuzo ma c’halon 
    Gant he spernenn ; ra treuzo don ! 

    Ha war he lerc’h m’ene poaniet, 
    Hon-daouig ouzh skeud ar stered 
    Gant ar c’houmoul ’afomp bepred.